Brunnhild
Ur vaouez eus ar wengelouriezh c'herman eo Brunnhild (e norseg: Brynhildr [ˈbrynˌhildz̠], e krennalamaneg uhel: Brünhilt, en alamaneg modern: Brünhild pe Brünhilde). He andon a c'hallfe bout ar briñsez wizigot Brunhild a vro-Aostrasia.
En hengoun eus an norzh ez eo Brunhild ur werc'hez-skoed (skjaldmær e norseg) pe ur valkirienn, hag a vez kavet e saga ar Völsunged, ha lod ag ar barzhonegoù eddaek. E-barzh an Nibelungenlied ez eo-hi ur briñsez-brezelourez. Kemer a reas perzh e lazhadenn Sigurd (pe Siegfried) goude bout bet lorbet gantañ da roiñ he dorn da c'hGunther, roue Burgondia. Met abeg kentañ he irienn a voe he c'habal gant Gudrun (pe Kriemhild), gwreg Siegfried. En hengoun lec'hlennat (ha n'eo ket an hini alaman) en em lazh Brunhild goude marv Sigfried.
Richard Wagner a reas eus Brunnhild (anvet Brünnhilde) un dudenn eus ar c'hentañ er pezh opera Der Ring des Nibelungen. He skeudenn a-vremañ zo tennet eus ar skeudennadur savet gant Wagner.
Kan an Nibelunged a ginnig anezhi o lâret:
Ez was ein küneginne gesezzen über sê. |
En tu-hont d'ar mor e veve ur briñsez |