Blind Guardian
Blind Guardian | |
---|---|
Blind Guardian e 2016 | |
Bro | Alamagn |
Bloavezhioù | 1984 – bremañ |
Izili | Hansi Kürsch Marcus Siepen André Olbrich Frederik Ehmke |
Ez-izili | Thomen Stauch Marcus Dork Christoff Theissen Hanspeter Frey |
Labelioù | No Remorse Virgin Records Century Media Records Nuclear Blast |
Internet | blind-guardian.com |
Blind Guardian zo ul laz-seniñ alaman disklêriet alies evel unan eus ar strolladoù Power ha Speed Metal anavezetañ[1],[2],[3]. Krouet e voe e kreiz ar bloavezhioù 1980 e Krefeld, Alamagn.[4].
Komzoù Blind Guardian, skrivet gant ar c'haner Hansi Kürsch, zo awenet gant faltazi skrivagnerien evel J. R. R. Tolkien, Stephen King ha Michael Moorcock, kement ha mojennoù hengounel ha barzhonegoù meurzanevellek.[2]
Buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Hansi Kürsch (kan, gitar boud) hag Andre Olbrich (gitar) e voe krouet ar strollad, en deus embannet daou zemo dindan an anv Lucifer's Heritage' e 1985 ha 1986[2] kent dibab an anv "Blind Guardian".
Kalz e kemmas izili ar strollad er bloavezhioù kentañ : Markus Dörk (gitar) ha Thomen Stauch (bateri) zo bet erlec'hiet gant Christof Theißen hag Hans-Peter Frey. Erfin, e 1987, Marcus Siepen ha Thomen a zistroas en dro evit stummañ ar strollad a voe dalc'het evel-se evit an 18 vloaz war-erc'h.
E 1991, Blind Guardian a sinas gant Virgin Records ; embannet e voe an albom Somewhere Far Beyond hag an albom live Tokyo Tales e 1993. Flemming Rasmussen, produer Metallica, a grogas da labourat gant Blind Guardian, o produiñ Imaginations from the Other Side e 1995 ha The Forgotten Tales e 1996, un albom savet gant un hanter a tonioù adkemeret hag an hanter all a gannaouennoù nevez.
E 1998, Blind Guardian a embannas o albom Nightfall in Middle-Earth, un albom meizad diazezet war The Silmarillion gant J. R. R. Tolkien, gant sonerezh levezonet gant ar folk rock. Abaoe Nightfall e voe Oliver Holzwarth soner guitar-boud Blind Guardian, hag Hansi a c'hell en em c'hreizañ war e gan. Bez' e oa ivez albom diwezhañ produet gant Rasmussen.
A Night at the Opera a voe embannet pevar bloaz goude. War an albom-se, son ar strollad a denn muioc'h d'o albomoù speed metal kozh. Zoken pa n'eo ket un albom meizad evit gwir, kalzik eus an temoù a gomz deus relijion ha darempredoù etre tud ha galloud santel. Heuliet e voe gant un albom live e 2003 hag un DVD, Imaginations Through the Looking Glass, a voe an albom diwezhañ gant an tabouliner Thomen Stauch. Aet eo kuit abalamour da ziforc'hioù a-fed sonerezh hag erlerchiet eo bet gant Frederik Ehmke. Kentañ albom gant Ehmke a voe A Twist in the Myth, a zeuas er-maez e 2006.
Blind Guardian en deus kemeret perzh n'eus ket pell zo evit sonerezh ar film In the Name of the King: a Dungeon Siege Tale, hag a zo deuet er-maez e 2008[5] Ar strollad en deus ivez enrollet un ton evit ar c'hoari video Sacred 2 Fallen Angel.
Ar single A Voice in the Dark a voe embannet d'ar 25 a viz Even 2010.
D'an 30 a viz Gouere 2010 e teuas an albom At the Edge of Time er-maez. Kroget e voe ar strollad d'ober sonadegoù ha disklêriet o deus e sonfent er Wacken Open Air e 2011.
Doare sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou albom kentañ Blind Guardian, Battalions of Fear ha Follow the Blind, a denne muioc'h d'ar speed metal eget o labourioù da-heul. O kregiñ gant o trede albom, Tales from the Twilight World, Blind Guardian en deus kroget tamm-ha-tamm da skrivañ sonaozadennoù luzietoc'h ha goustadikoc'h. Evel ar c'hwec'hvet albom, Nightfall in Middle Earth, Hansi en deus paouezet seniñ ar gitar-boud evit en em greizenniñ war e gan. D'ar mare-se, ar strollad en deus kroget da lakaat kalzik kempennadurioù evit ul laz-seniñ, hag implij an teknik "overdub", awenet gant ar strollad saoz Queen.
E sonerezh Blind Guardian e klever staccato gitar tredan ha bateri boud doubl, a zo perzhioùdibarek ar power metal, evel implij an overdub evit krouiñ ur son meurzanevellek. An teknik-se, a vez kavet dreist-holl er gitar hag er vouezh, a laka da grediñ ez eus un armead vras a sonerien o seniñ hag o kanañ asambles. An teknik-se a zo bet implijet en holl albomoù goude an daou gentañ, met dreist-holl en A Night at the Opera.
Pa voe aterset ar strollad dindan produelezh Sacred 2 e 2009, Hansi a lavars e c'hallje an doare sonerezh bezañ disklêriet evel symphonic speed metal.
Raktresoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Asambles gant Jon Shaffer, leader ha krouer Iced Earth, Kürsch zo kaner er stollad Demons & Wizard.
Blind Guardian en deus labouret abaoe eizh vloaz war ur rakrtes laz-seniñ diwar The Lord of the Rings. Ne vo ket un albom power metal, embannet e vo dindan an anv Blind Guardian peogwir eo gant temoù ar strollad, hervez Hansi
Izili
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hansi Kürsch – Kan (1984–), Gitar boud (1984–1996)
- André Olbrich – Gitar penn (1984–)
- Marcus Siepen – Gitar ritm (1987–)
- Frederik Ehmke – Batri, Binviji dre skeiñ (2005–)
Ez-izili
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Thomas "Thomen" Stauch – batri (1984–1985, 1987–2005)
- Markus Dörk – Gitar (Lucifer's Heritage) (1984–1985)
- Christof Theißen – Gitar ritm (Lucifer's Heritage) (1986)
- Hans-Peter Frey – Batri (Lucifer's Heritage) (1986)
Sonerien pedet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Oliver Holzwarth – Gitar boud (live/studio) (1997–)
- Niko Trznadl – Gitar boud (live) (1988)
- Alex Holzwarth – Batri (live) (2002–2003)
- Mathias Wiesner – Touchennaoueg (studio) (1989–)
- Michael Schüren – Touchennaoueg (live), grand piano (studio) (1997–)
- Kai Hansen – Kan, solos gitar (1989–1992)
- Thomas Kelleners – Kan (Lucifer's Heritage) (1984)
- Rolf Köhler, Thomas Hackmann – Kan boud (1989–)
- Olaf Senkbeil, Billy King – Kan boud (1990–)
Albomoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Albomoù Studio
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Battalions of Fear (1988)
- Follow the Blind (1989)
- Tales from the Twilight World (1990)
- Somewhere Far Beyond (1992)
- Imaginations from the Other Side (1995)
- Nightfall in Middle-Earth (1998)
- A Night at the Opera (Blind Guardian album)|A Night at the Opera (2002)
- A Twist in the Myth (2006)
- At the Edge of Time (2010)
- Beyond the Red Mirror (2015)
- Legacy of the Dark Lands (2019)
- The God Machine (2022)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn Blind Guardian
- Blind Guardian war MySpace
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) No Life Til Metal
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 (en) Nuclear Blast America
- ↑ (en) Rock Hard Magazine
- ↑ (en) How it started...
- ↑ (en) Imhotep