Mont d’an endalc’had

Bleaz Sebasteia

Eus Wikipedia
Sant Bleaz Sebasteia, livet gant Hans Memling.

Bleaz Sebasteia ( Άγιος Βλάσιος, Agios Vlasios e gregach; Սուրբ Բարսեղ en armenieg), mezeg e Sebasteia (Sivas, e Turkia, hiziv), e gêr c'henidik en Armenia, a oa eskob ivez, ha merzheriet e voe en 316 war urzh Agricola, gouarnour Kapadokia.

Pedet e vez da bareañ an dud gloazet o c'houzoug dre ur boentenn (un draen pesk, da skouer) pe klañv gant ar boan-c'houzoug pe tapet gant ar paz. Bez' ez eo unan eus ar sent-skoazellerien, ha diwaller kêr Dubrovnik ha hini Paraguay. Lidet d'an 3 a viz C'hwevrer er C'hornôg, ha d'an 11 a viz C'hwevrer er Reter.

En Italia eo anavezet evel sant Biagio, hag enoret e meur a lec'h. Koulskoude ez eus sent all anvet Biagio ivez, hag Italianed anezho.

Enoret eo e Sant Blazey, anvet ivez St Blaise, e Restormel, e Kernev-Veur.

Sant Bleaz

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.