Bianca Maria Sforza
Bianca Maria Sforza a oa ur briñsez italian ganet e Pavia d'ar 5 a viz Ebrel 1472. Merc'h e oa da Galeazzo Maria Sforza, dug Milano, ha d'e wreg Bona di Savoia.
Prometet da zimeziñ meur a wech
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a wech e voe prometet da zimeziñ da briñsed a veur a vro, hervez ma troe politikerezh he zad.
A-boan e oa ganet e oa kaoz d'he dimeziñ da Philibert Ier de Savoie, a varvas da 17 vloaz en 1482, a-raok an eured. Goude e voe tro Yann, mab bastard Mathias Corvin, a oa da vezañ roue Hungaria. Met Ladislas Bohemia an hini a savas war ar gador-roue, ha ne voe ket graet an eured.
E 1494, pa oa 22 vloaz, e voe roet da zimeziñ gant hec'h eontr Ludovico Sforza d'an impalaer santel Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel (1459-1519), a oa intañv abaoe ur pennad ha koshoc'h egeti. 300 000 dugad a voe roet evel argouroù , ha 100 000 ouzhpenn evel taos war hec'h anvidigezh da impalaerez. Ludovico en doa c'hoant da vezañ anvet da zug Milano gant Masimilian, hag an Impalaer a glaske bezañ mestr war Italia an Hanternoz ha kaout ur feunteun a arc'hant da baeañ e vrezelioù.
Goude un eured war an ton bras, sede ar plac'h nevez kuit da Dirol, gant he lez, gwazed ha dimezelled, hag en o zouez Leonardo da Vinci, en deus skrivet petra a soñje pa oa o treuziñ ar Valtellina : ehanañ a reas ar bodad beajourion e Como, Bellagio, Gravedona, Morbegno, Sondrio ha Bormio, ha tremen ode ar Stelvio.
Un dimeziñ hep levenez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Masimilian a voe impalaer eus 1493 betek 1519, a oa bet dimezet da gentañ da Marie de Bourgogne, pennhêrez Bourgogn hag an Izelvroioù bourgognat anezhi, merc'h nemeti Charlez. Un dimeziñ evurus e voe, ha daou vugel da heul: Fulub ar C'haer ha Marc'harid Aostria. Berr avat e voe, rak mervel a eure mari e 1482, kouezhet diwar he marc'h.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Klañv e oa Bianca Maria Sforza war-dro fin he buhez. Mervel a eure d'an 31 a viz Kerzu 1510 ha beziet e voe en abati Stams, e Tirol, e traonienn uhelañ an Inn.