Benoni
Neuz
Benoni zo un anv-badez brezhonek, deuet eus an hebreeg, hag a glot gant an anv gallek ha saoznek Benjamin. Benoni, pe Ben Oni, a dalv kement ha mab ma glac'har, a oa anv orin Benjamin er Bibl.
Benoni er Bibl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar Bibl e oa Benoni unan eus daouzek mab Yaakov, eil mab Rahel, ha diazezer meuriad Binyamin, unan eus daouzek meuriad Israel. Diaes e voe ar gwilioud ha p'edo Rahel o vervel diwarnañ e anvas he mab "Ben-oni" (mab ma foan). Met "Binyamin" e voe anvet gant e dad[1].
- Gwelout ar pennad: Benoni (Bibl)
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nebeud anavezet ha nebeud implijet eo evel anv-badez.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv-badez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Benoni Auran, livour gall
- Benoni Beheyt, marc'hhouarner belgiat, kampion ar bed dirak Rik Van Looy e Renaix e 1963
- Benoni Danks
- Benoni W. Finch
- Benoni Friedländer, moneizer alaman en XIXvet kantved
- Benoni S. Fuller
- Benoni Irwin (1840-1896), poltredour stadunanat
- Benoni Whitten
- Benoni Irwin
- Benoni Van der Gheynst (1876-1946) livour belgiat
hag ivez:
- Arthur Benoni Evans (1781–1854), skrivagner saoz
- Henri Philippe Benoni Omer Joseph Pétain, marichal gall, anavezetoc'h evel Philippe Pétain
- Sydenham Benoni Alexander, politikour stadunanat
Anv-tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Arne Benoni, unan eus brudetañ kanerien Norge, eus Inizi Lofoten, a gan sonioù "country", 14 pladenn graet gantañ, e saozneg dreist-holl
- Giuseppe Benoni
- Lorenzo Benoni, anv-pluenn Giovanni Domenico Ruffini (1807-1881) skrivagner saoznek
- Marc Benoni, anv gwir Marc Blancpain, skrivagner gallek, bet rener an Alliance Française
Lec'hanvadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Benoni, ur gêr e Gauteng, anvet diwar an anv biblek, bet lesanvet Little Cornwall pa voe kavet aour eno en XIXvet kantved pa redas Kerneveuriz di da gleuziañ.
- anv kozh ur c'hleub mell-droad e Suafrika, Benoni Premier United
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ur ganaouenn savet gant Anjela Duval zo anvet Benoni
- Benoni, ur romant norvegek gant Knut Hamsun e 1908
- Benoni, er meurromant Joseph und seine Brüder, gant Thomas Mann, diazezet war ar Bibl
Echedoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- an difenn Benoni , un taol er c'hoari echedoù, dezhañ doareoù kar :