Mont d’an endalc’had

Asturies, Patria querida

Eus Wikipedia

Asturies, Patria querida, ("Asturiez, mammvro garet") eo anv kan broadel Priñselezh Asturies abaoe al lezenn 1/1984 bet embannet d'ar 27 a viz Ebrel 1984[1]. Ur ganaouenn vrudet eo, a zo bet kanet alies da-geñver darvoudoù politikel, kevredigezhel ha {{sevenadur]]el e-pad mare an tremen spagnol (1975-1982), eleze eus diktatouriezh Francisco Franco da adsavidigezh an demokratelezh. Hollbouezus e voe kement-se evit ma vefe dilennet da gan broadel Asturies.

Kanet e vez Asturias, patria querida e lidoù ofisiel ar Briñselezh hag evit klozañ abadennoù evel El Día de les Lletres Asturianes, "Devezh al Lizhiri Asturek". Daosut da gement-se e kav da lod Astured ez eo re zrant ar c'han, pa rankfe broudañ d'ar stourm evit an dizalc'hiezh evel m'eo dleet d'ur c'han broadel.

Hervez ar folklorour astur Fernando de la Puente Hevia (*Avilés, 1962) ez eo bet skrivet ar pozioù gant ar soner kuban Ignacio Piñeiro (1888-1969) en enor d'e dad, un Astur anezhañ, a oa distroet da Asturiez da vervel e 1926, hag an ton a vefe unan a veze kanet gant tud eus Silezia deuet da Asturies da labourat e mengleuzioù Mieres hag ar stêr Caudal e deroù an XXvet kantved.

Enep ali F. de la Puente Hevia ez eo savet ar c'herzoniour José Ignacio Lajara, a lavar ez eo kar Asturias, patria querida dre he framm d'un niver bras a ganaouennoù asturek hengounel[2], evel lod a zo bet enrollet gant ar c'herzoniou astur Eduardo Martínez Torner (1888-1955)[3]. Ouzhpenn da se, an ton a-bezh zo bet dastumet gant ar folklorour Sixto Córdova y Oña (1869-1956) en e levr Cancionero popular de la provincia de Santander (1949) dindan an titl A todas horas del día - Tengo de subir al árbol ("Da bep eur an deiz – E rankan pignat gant ar wezenn") ; n'eo ket souezh e vefe bet anavet ar c'han e Silezia, pa veze degaset alese glaou d'ar Briñselezh.[2].

Astureg
Brezhoneg

Asturies, Patria querida,
Asturies, de los mios amores
¡Ai, quién tuviere n'Asturies
en toles ocasiones!

Teo de xubir al árbol,
teo de coyer la flor
y dá-yl'a la mio morena,
que la ponga nel balcón.

Que la ponga nel balcón
que la dexe de poner,
teo de xubir al árbol
y la flor teo de coyer.

Asturiez, Mammvro garet,
Asturiez ma c'harantezioù ;
A ! Mar gelljen bout en Asturiez
e pep degouezh !

Ret eo din pignat gant ar wezenn,
ret eo din kutuilh ar vleunienn,
hag he reiñ da'm duardell
evit m'he lakafe war ar pondalez.

Hag he lakaat war ar pondalez,
Ha nag he lakaat war ar pondalez,
ret eo din pignat gant ar wezenn
hag ar vleunienn a rankan kutuilh.

  1. (es) 'Ley 1/1984, de 27 de abril, por la que se establece el Himno del Principado y se regula su uso.'. Kavet : 14 C'hwe 2024.
  2. 2,0 ha2,1 (es) Lajara, José Ignacio. Sobre el «Asturias, patria querida». 'La Nueva España, 11 Here 2009. Kavet : 14 C'hwe 2024.
  3. (es) Martínez Torner, Eduardo (Madrid, 1920). Cancionero musical de la lírica popular asturiana. Uviéu : Real Instituto de Estudios Asturianos, 2000 (ISBN 978-84-89645-36-3)