Mont d’an endalc’had

Amapá

Eus Wikipedia
Amapá
Banniel Amapá Ardamezioù Amapá
Kartenn Brazil
Lec'h ar stad e Brazil
Bro  Brazil
Kêr-benn Macapá
Kêr vrasañ Macapá
Rannvro Norte
Gorread 142 814,585 km²
Poblañs
  - Hollad
  - Stankter

668 689 (2010)
4,7 ann./km²
MDD (2005) 0,780 – etre
Gwerzhid-eur UTC-3
Kod ISO 3166-2:BR BR-AP

Amapá (distagadur portugalek LFE: [ɐmɐˈpa]) zo unan eus 26 stad Brazil, e norzh-biz ar vro, sko ouzh ar Meurvor Atlantel, stok eo ivez ouzh Gwiana c'hall, a zo un departamant tramor eus Bro-C'hall, hag un tamm bihan ivez ouzh Surinam. Macapá eo ar gêr-benn. Er rannvro Norte emañ.

Dont a ra an anv eus ar ger amapaba, e yezh nheengatu, a dalvez kement ha "douar a echu".

Dismantroù Calçoene. A-wechoù e vez lavaret "Stonehenge Brazil" anezho, abalamour ma vezont tostaet ouzh Stonehenge Bro-Saoz, e Wiltshire.

Gweladennet e voe aod Amapá gant ar moraer spagnol Vicente Yañez Pinzón. Gant peder c'haravelenn e tegouezhas Pinzón d'ar 26 a viz Genver 1500 dirak aod Brazil, ha moarvat e oa Beg-douar Santo Agostinho, e Pernambuco.

Skarzhet e voe ar Saozon hag Izelvroiz gant Portugaliz. Bro-C'hall a lavaras bezañ perc'henn d'an douaroù, reizhet e voe an afer gant feur-emglev Utrecht e 1713, a spisae an harzoù etre Gwiana ha Brazil. Hervez tud Brazil ne voe ket doujet d'ar feur-emglev gant ar C'hallaoued.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.