Q5723149, emgann Merton, Battle of Basing, Battle of Edington, Battle of Buttington
Deskrivet dre
Head of King Alfred (after Rysbrack)
Alfred Veur (Ælfrēd en hensaozneg, Alfred e saozneg bremañ), ganet war-dro 849 ha marvet d'ar 26 a viz Here899, a voe roue Wessex etre 871 ha 899, ha roue an holl Angled-ha-Saozon adalek 878, ha pa ne vefe ket deuet a-benn da ren war Bro-Saoz a-bezh. Pevare mab ar roue Æthelwulf e oa, ha pignat a reas war tron Wessex goude e vreur Æthelred e 871.
Brudet eo ar roue Alfred dre ma tifennas e rouantelezh diouzh an Daned annezet en Danelaw ha diwar-se e voe lesanvet Alfred "Veur". Trec'h e voe war ar Vikinged e 878 en Emgann Ethandun ha sinañ a reas un emglev ganto evit rannañ Bro-Saoz etre an div gostezenn. Gouzout a reer un nebeud traoù diwar-benn e vuhez dre skridoù ur manac'h kembreat anvet Asser. Gant Alfred e voe gwellaet an deskadurezh hag ar justis en e rouantelezh.