Mont d’an endalc’had

Aden

Eus Wikipedia
Ar gêr gozh, savet e-barzh genoù ur menez-tan kozh.

Aden (arabeg: عدن ʻAdan‎) a zo ur gêr hag ur porzh-mor eus Yemen, war aod su ar vro. Skeiñ a ra war Pleg-mor Aden, 170 km er Reter da strizh-mor Bab al-Mandab. E krater ur menez-tan emañ he forzh kozh. Kêr-benn Yemen ar Su, ur stad dizalc'h sokialour, e oa etre 1967 ha 1990. Tost d'ur milion a dud a oa o chom enni e deroù an XXIvet kantved met ne oa ken 863 000 e 2017 abalamour d'ar brezel diabarzh yemenat kroget e 2014.

Ar barzh Arthur Rimbaud zo bet o chom en Aden adalek 1880. Flodañ a rae armoù e Pleg-mor Aden hervez kont.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.