Mont d’an endalc’had

Abati Quedlinburg

Eus Wikipedia

Abati Quedlinburg zo un abati impalaeriezh chaloniezed e Quedlinburg, e Sachsen-Anhalt, en Alamagn.

Abati-kastell Quedlinburg (Kerzu 2005).
Iliz St. Servatius en Quedlinburg

Diazezet e voe en 936 gant an impalaer Otto Iañ war c'houlenn e vamm, ar rouanez Matilda Ringelheim, anvet da santez diwezhatoc'h, pa felle dezhi enoriñ eñvor he zad Herri an Evnetaer.

Madoù a-leizh a voe roet dezhi, hag ur statud arbennik: hollc'halloudek e oa an abadez war douaroù an abati, stag ouzh an impalaer war-eeun, ha perzh a gemere an abadez e dieta an impalaeriezh.

E-touez an abadezed e c'haller menegiñ Matilda Quedlinburg, c'hoar d'an impalaer Otto II.

Ar gontez Aurora von Königsmarck a voe provostez an abati e penn kentañ an XVIIIvet kantved.

Sofia Albertina Sveden a voe diwezhañ priñsez-abadez Quedlinburg. E 1803 e voe staget ouzh Prusia.