5vet Panzerdivision SS Wiking
Rann eus | Waffen-SS |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1940 |
Lealded | Heer (Wehrmacht) |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Skour lu | Waffen-SS |
Stad | Trede Reich |
Deiziad divodañ | 1945 |
Ar 5vet Panzerdivision SS Wiking (alamaneg: 5. SS-Panzerdivision Wiking) pe SS Division Wiking a oa un unvez troadegiezh adaozet en un divizion hobregonet evel unan eus an 38 divizion eus ar Waffen-SS en Alamagn Nazi. E-kerzh an Eil Brezel-bed, an divizion a voe implijet war Talbenn ar Reter. Kodianañ a reas d'an 9 a viz Mae 1945 gant an nerzhioù lu stadunanat en Aostria.
An divizion a oa bet savet gant un nebeud bagadoù emouestlidi estren eus Danmark, Norvegia, Sveden, Finland, Estonia, Island, an Izelvroioù ha Belgia. Ar bagadoù-se a oa sanket en o fennoù gant ar propaganda brezel e oant un unvez stourm paneuropat hag implijet e oant ivez evit brudañ ar soñj-se. En gwirionez, an divizion zo bet a-holl-viskoazh unan savet gant Alamaned dreist-holl.