Mont d’an endalc’had

Paper-moger

Eus Wikipedia
Paperioù-moger, mare Arz Nevez, moullet ent-mekanikel gant rolladoù a-vos.

Ar paper-moger a servij da c'holeiñ mogerioù an tier evit kinklañ o salioù. Gwerzhet e vez a-rolladoù ha peget e vez ouzh ar mogerioù. Gallout a ra bezañ unliv, gant tresoù liezek pe un tres bras hepken. Gallout a ra bezañ graet gant paper pe danvez kevanaoz.

Damdres gant William Morris evit paper-moger tres roz-malv gantañ (1862).

Er Grennamzer e veze kinklet an tier gant pallennoù-moger. Gwiadet e oant, ha ket livet, ha neuze e vezent implijet gant an dud pinvidik hepken. Un diforc'h all gant ar paper-moger eo e oant lakaet ouzh ar voger ha n'eo ket peget. Er XVIvet kantved e veze enporzhiet en Europa paper-moger savet ha livet e Sina, met ker-ruz e oa. Adalek an XVIIIvet kantved e rejod gant paper-moger graet en Europa. Dont a reas Breizh-Veur da vezañ ar produer kentañ. En XIXvet kantved e teuas ar paper-moger da vezañ ur produ beveziñ a-vras. E fin ar c'hantved e voe ijinet tresoù nevez gant an arzour saoz William Morris hag a reas berzh bras. En XXvet kantved e voe ar paper-moger en e varr.

Awenet eo bet an arzourien gant ar paper-moger, da skouer al luskad Arts and Crafts, hini an Arz Nevez, arzourien an Arts-Déco e Pariz, ar Wiener Werkstätte, an Deutscher Werkbund hag ar Bauhaus en Alamagn. Amprestet e veze an tresoù gant Paul Cézanne, Edgar Degas ha Henri Matisse evit o zaolennoù. Teknik ar pegañ a voe implijet gant Georges Braque ha Pablo Picasso ha hemañ a reas gant tammoù paper-moger en e oberennoù zoken. Tresoù paper-moger a voe savet gant René Magritte ha Salvador Dalí. Adijinet eo hiziv gant an dizainerien.