Paderborn
Neuz
Paderborn zo ur gêr eus Alamagn, e stad Nordrhein-Westfalen. Pennlec'h Kreis Paderborn eo. Er bloavezh 2013 e oa 143 659 a annezidi. Emañ Paderborn er mervent da goadeg Teutoburger Wald. Ur skol-veur anavezet zo, savet e 1972.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un eskopti katolik a voe savet e Paderborn gant Karl Veur e 795. Eno e kavas repu ar pab Leon III, e 799, pa oa o tec'hout rak e enebourien e Roma. Skoazellet e voe gant Karl Veur da zistreiñ da Roma er bloavezh 800 hag en eskemm e voe kurunennet Karl Veur da impalaer, gant Leon III. E 1295 e oa bet degemeret Paderborn da ezel eus ar c'hevre kenwerzhel anvet Hansa[1].
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Franz Stock (1904-1948), beleg katolik
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Paderborn gant ar c'hêrioù-mañ :
- Le Mans (Bro-C'hall) abaoe 1967
- Bolton (Bro-Saoz) abaoe 1975
- Belleville (Illinois) (SUA) abaoe 1990
- Iruñea (Euskadi) abaoe 1992
- Przemyśl (Polonia) abaoe 1993
- Debrecen (Hungaria) abaoe 1994
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Heinrich Schopppmeyer, Paderborn als Hansestadt, p. 353
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel Paderborn (de)
- Lec'hienn skol-lveur Paderborn (de) (en)
|