Brezel Spagn
- Evit implijoù all, gwelet Brezel Spagn (disheñvelout).
Rann eus | interwar period |
---|---|
Diellaouet gant | Thomas Fisher Rare Book Library |
Stad | Spagn |
Lec'h | Ledenez iberek |
Raklec'hiet gant | Taol-stad Gouhere 1936 e Bro-Spagn |
Deiziad | 1 Ebr 1939 |
Deiziad kregiñ | 18 Gou 1936 |
Deiziad echuiñ | 1 Ebr 1939 |
Darvoud-alc'hwez | Taol-stad Gouhere 1936 e Bro-Spagn |
Niverenn renabl | MS COLL 00165 |
Perzhiad | Republican faction, Nationalist faction |
Deskrivet en URL | https://discoverarchives.library.utoronto.ca/index.php/spanish-civil-war-collection |
Brezel Spagn (anvet ivez Brezel diabarzh Spagn pe a-wechoù Dispac'h Spagn) a voe ur brezel-diabarzh e Spagn pa emsavas ar vroadelourien hag an tu dehoù e Spagn, harpet gant un darn eus an arme, a-enep gouarnamant an Eil Republik Spagnol, a oa skoret gant an tu kleiz ha gouarnamantoù emren Galiza, Euskadi, ha Katalonia. Kregiñ a reas d'ar 17 a viz Gouere 1936 hag echuiñ a reas d'ar 1añ a viz Ebrel 1939. Ar brezel-se a daolenner alies evel ur stourm etre an demokratelezh hag ar faskouriezh, dreist-holl pa weler an emglevioù a oa bet skoulmet gant pep kostezenn. En gwirionez e vefe reishoc'h komz eus ur brezel diabarzh etre ur reveulzi eus an tu kleiz hag un enep-reveulzi eus an tu dehoù. Trec'h e voe ar vroadelourien, ha neuze e krogas diktatouriezh ar jeneral Francisco Franco a chomas e penn Spagn betek e varv e 1975.
Darvoud istorel pennañ an XXvet kantved e Spagn eo Brezel Spagn, gantañ e vo gwashaet an enebiezhioù kevredigezhel politikel, ekonomikel, sevenadurel a oa e Spagn abaoe meur a vloaz.
A-raok ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe embannet an Eil republik e 1931 ez eas an traoù war washaat. Gwasket e voe an dud goude an emsavadeg a c'hoarvezas en Asturiez e 1934, ha reuz a savas ivez e 1936 goude trec'h Talbenn ar Bobl (Frente Popular) en dilennadegoù.
Kudenn prizonidi an Emsavadeg asturian a chome un dalc'h da vezañ diskoulmet. Ur wech dilennet e voe dieubet ar brizonidi gant ar Frente Popular, ar pezh a lakas ar gounnar da sevel e tu ar vroadelourien ,dreist-holl el lu en devoa flastret an emsavadeg.
Deroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar brezel a oa kroget goude ar pronunciamiento (diskleriadur enebiñ) embannet gant ur strollad jeneraled eus lu Republik Spagn. E-penn kentañ e oant dindan sujidigezh José Sanjurjo, a-enep ar gouarnamant dilennet. Ar gouarnamant a oa sturiet gant ar prezidant Manuel Azaña. Ar vroadelourien a oa harpet gant strolladoù lies mirour, e-touezh ar re-se e oa adkavet Kengevread Spagnol an dehoù emren (Confederación Española de Derechas Autónomas, CEDA), harperien ar vonarkiezh evel ar virourien relijiel (Karlisted) hag ar Falange Española de las Juntas de Ofensiva Nacional Sindicalista, ur strollad awenet gant ar faskouriezh. Sanjurjo a oa marvet en ur gwallzarvoud karr-nij pa oa o tistreiñ eus un harlu er Portugal, profitet en devoe Franco evit kemer penn Taol-stad Gouhere 1936.
Red an darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An taol-stad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad spisoc'h: Taol-stad Gouhere 1936 e Bro-Spagn
D'ar 17 a viz Gouere 1936 en em savas an arme e Melilla, e Marokko, ha tamm ha tamm e kazarnioù arall. Neuze e krogas ur brezel dic'hortoz, hir ha drastus.
E tiriadoù zo hag a oa dalc'het gant ar Republikaned e voe ivez un dispac'h sokial : kenberc'hennet e voe an douaroù hag al labouradegoù, hag an anarkourien a glaskas arnodiñ aozadur sokialour ar gevredigezh.
Deiziadoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 16 a viz C'hwevrer : Trec'h ar Frente Popular en dilennadegoù.
- 17 a viz Gouere ha 18 a viz Gouere
- Taol arme kaset gant Franco, Mola ha Queipo de Llano; dindan o dalc'h emañ arme Afrika er Maroko Spagnol, Sevilla, Cádiz, Cordoba, Algeciras , Iruñea , Valladolid, Burgos.
- Ar C'hentañ ministr, Santiago Casares Quiroga e anv, a ro e zilez.
- 19 a viz Gouere
- 20 a viz Gouere
- C'hwitadenn emsavadeg ar vroadelourien e Madrid hag e Barcelona.
- Ar jeneral José Sanjurjo, hag a oa unan eus aozerien an taol-arme, a varv abalamour d'ur gwallzarvoud karr-nij.
- 23 a viz Gouere : pennoù-bras ar junt staliet e Burgos.
- 24 a viz Gouere : Republikaned Spagn sikouret gant gouarnamant Frañs.
- 30 a viz Gouere : Kirri-nij alaman hag italian kaset da Spagn, da gas ar soudarded vroadelour eus Maroko da strizh-mor Gibraltar.
- 1añ a viz Eost : Léon Blum a ginnig ma ne vo graet netra e Spagn.
- 4 a viz Eost : Arme Afrika a loc'h eus Sevilla hag ez a war-raok
- 8 a viz Eost : Serret an harzoù etre Frañs ha Spagn.
- 14 a viz Eost : Tapet Badajoz gant ar c'horonal Juan Yagüe : takad norzh ha takad su ar vroadelourien staget.
- 18 a viz Eost - 19 a viz Eost : Federico García Lorca fuzuilhet e Granada, pa oa 38 vloaz.
- 4 a viz Gwengolo : Irún tapet gant ar vroadelourien.
- 5 a viz Gwengolo : Largo Caballero lakaet da gentañ ministr.
- 9 a viz Gwengolo : Kuzuliadeg Londrez diwar-benn nann-emellout e aferioù Spagn.
- 27 a viz Gwengolo : Arme ar vroadelourien a zo e Toledo, ha fin da seziz an Alcazar gant ar republikaned. Eno e oa en em gaeet ar c'horonal José Moscardó abaoe 22 a viz Gouere.
- E miz Gwengolo : Komintern a sav a-du gant aozañ ar Brigadennoù etrebroadel e Spagn.
- 1añ a viz Here
- Ar jeneral Francisco Franco anvet e penn ar gouarnamant broadel gant izili junt Burgos.
- Emrenerezh votet en Euskadi.
- 22 a viz Here : Aotreet krouiñ ar Brigadennoù etrebroadel gant ar gouarnamant republikan.
- 4 a viz Du : izili eus CNT e gouarnamant Caballero.
- 7 a viz Du : Penn-kentañ argad ar vroadelourien e Madrid.
- 18 a viz Du : Ar gouarnamant broadelour a zo anavezet ez-ofisiel gant Italia Mussolini ha gant an Alamagn nazi.
- 23 a viz Du : Echu emgann Madrid, Franco a ziviz chom hep tagañ Madrid war-eeun : c'hwitadenn argadenn ar vroadelourien.
- 17 a viz Kerzu : Er Pravda e lenner ez eo «kroget skarzhañ an anarkourien-sindikalourien hag an drotskourien» e Katalonia. Gant tud kaset gant Stalin ez eo graet al labour.
- 6 a viz C'hwevrer-28 a viz C'hwevrer : C'hwitadenn argadenn ar vroadelourien e Madrid (emgann Jarama).
- 8 a viz C'hwevrer : Malaga tapet gant soudarded italian.
- 8 a viz Meurzh : Emgann Guadalajara, difenn an Italianed e takad Madrid (8-18 a viz Meurzh).
- 18 a viz Meurzh : Broadelourien gronnet e Guadalajara
- 19 a viz Meurzh : Ar jeneral Mola a grog gant un argadenn en norzh.
- 19 a viz Ebrel : Dektred a laka ar Falanks da strollad politikel nemetañ an takad broadelour.
- 26 a viz Ebrel : Bombezadeg Gernika-Lumo, en Euskadi gant kirri-nij alaman Lejion Condor, 1500 den lazhet.
- 3 a viz Mae : Peurflastret stourmerien anarkour hag ar POUM e Barcelona gant ar Stad republikan, Komintern ha Strollad komunour Spagn, hag a sav a-enep an dispac'h war zigarez derc'hel d'an talbenn pobl enefaskour. Distriv anarkourien ar gouarnamant, faezhegezh pennoù-bras POUM.
- 17 a viz Mae : Aozet gouarnamant Negrín en takad republikan.
- 3 a viz Even : Marv ar jeneral broadelour Emilio Mola en ur gwallzarvoud karr-nij.
- 16 a viz Even-17 a viz Even : ar POUM lakaet e-maez lezenn en takad republikan, pennoù-bras ar strollad harzet.
- 19 a viz Even : Bilbo tapet gant ar vroadelourien.
- 5 a viz Gouere-26 a viz Gouere : Taol distroadenn an arme republikan e-pad emgann Brunete, e-kichen Madrid.
- Miz Eost : unvezhioù arme komunour a laka un termen da genberc'hennañ an douaroù en Aragón.
- 24 a viz Eost-27 a viz Gwengolo : Eil taol distroadenn gant ar republikaned e-pad Emgann Belchite en Aragón .
- 21 a viz Here : Enkloazadurioù republikan an tiriad atlantel tapet gant ar vroadelourien. Gijon tapet, fin ar brezel en norzh.
- 28 a viz Here : Gouarnamant republikan kaset da Varcelona
- 5 a viz Kerzu : Argadenn republikan e Teruel
- 19 a viz Kerzu : Teruel tapet gant ar republikaned.
- 8 a viz Genver : Teruel tapet gant ar Republikaned.
- 1añ a viz C'hwevrer : savet gouarnamant kentañ Franco.
- 22 a viz C'hwevrer : Teruel tapet en-dro gant ar Vroadelourien.
- 13 a viz Meurzh : Addigoret harzoù Frañs, da aesaat an treuzkas armoù d'ar republikaned.
- 17 a viz Meurzh-19 a viz Meurzh : Barcelona (dalc'h ar republikaned) bombezennet gant an Italianed.
- 5 a viz Ebrel : Ar ministr sokialour Indalecio Prieto a zilez ministrerezh an difenn, n'eo ket deuet a-benn da dalañ ouzh levezon ar gomunisted en arme.
- 15 a viz Ebrel : Mor kreizdouar tizhet gant arme ar vroadelourien : takad republikan troc'het e div lodenn.
- Miz Even : serret en-dro an harzoù etre Frañs ha Spagn.
- 24 a viz Gouere : Diwezhañ argadenn republikan en Ebro.
- Miz Eost : Enkadenn e-touez ar republikaned : trede gouarnamant Negrin.
- Miz Here : Ar Brigadennoù etrebroadel a za kuit eus Spagn.
- 30 a viz Here : Enebargad broadelour en Ebro.
- 16 a viz Du : republikaned kaset da du all ar stêr Ebre.
- 23 a viz Kerzu : Penn-kentañ an argadenn vroadelour e Katalonia.
- 15 a viz Genver : Aotreet en-dro an treuzkas armoù da Spagn (republikan) gant gouarnamant Frañs.
- 26 a viz Genver : Barcelona ha Katalonia tapet gant ar vroadelourien. 450 000 repuad spagnol a za da Frañs, bac'het int e kampoù-kreizennañ.
- 5 a viz C'hwevrer : Katalonia peuraloubet gant ar vroadelourien (5-10 a viz C'hwevrer).
- 25 a viz C'hwevrer : Emglevioù Bérard-Jordana sinet etre gouarnamant Frañs ha gouarnamant broadelour Spagn.
- 27 a viz C'hwevrer : Anavezet gouarnamant Franco gant Frañs hag ar Rouantelezh-Unanet.
- 28 a viz C'hwevrer : Azaña a ro e zilez.
- 5 a viz Meurzh : Taol-arme e diabarzh an tu republikan gant ar c'horonal Casado e Madrid (5-10 a viz Meurzh).
- 6 a viz Meurzh : Tec'hadenn ar prezidant Negrin ha lod brasaañ ar pennoù-bras komunour.
- 26 a viz Meurzh : Penn-kentañ daskor an arme republikan.
- 26 a viz Meurzh : Argadenn ziwezhañ arme Franco : daskor an armeoù republikan, Madrid tapet gant ar vroadelourien.
- 1añ a viz Ebrel : Skignet último parte Franco e Burgos : kemennadenn da embann ez eo bet tizhet he falioù gant an arme vroadelour, hag ez eo echu ar brezel.
Sikour broioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-hed ar brezel e voe sikouret an daou du gant broioù all, evit abegoù ideologel peurliesañ. Ouzhpenn da soudarded e voe kaset dafar hag armoù dezhe, dreist-holl gant an URSS evit ar Republikaned, ha gant Italia hag an Trede Reich alaman evit tu ar Vroadelourien.[1] Un doare e oa ivez evit ar broioù-se da amprouiñ dafar war an tachennoù-emgann.
Dafar ha tud pourvezet d'ar Vroadelourien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Italia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Etre 73.000 ha 80.000 soudard a-youl vat (dre ar CTV, Corpo Truppe Volontarie)
- 750 karr-nij brezel
- 150 karr-houarnet ha tank
- 227.500 fuzuilh ha mindrailherez
- 3.225 kanol ha kanol-mortez
Alamagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 18.000 soudard a-youl vat (dre al Lejion Condor)
- 750 karr-nij brezel
- 120 karr-houarnet ha tank
- 270.000 fuzuilh ha mindrailherez
- 825 kanol ha kanol-mortez
Portugal
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Etre 2.500 ha 8.000 soudard a-youl vat
Dafar ha tud pourvezet d'ar Republikaned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]URSS
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Etre 2.000 ha 4.000 soudard ha sivil
- Etre 650 ha 680 karr-nij brezel
- 410 karr-houarnet ha tank
- 652.000 fuzuilh ha mindrailherez
- 1.500 kanol ha kanol-mortez
Broioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Etre 32.000 ha 35.000 soudard a-youl vat, izili eus ar Brigadennoù Etrevroadel. N'int ket bet kaset diwar youl ar broioù peurliesañ met diwar o c'hoant personel. Lod all o deus bet c'hoant da emezeliñ d'ar milisoù all, evel reoù ar CGT, ar POUM, ar PCE pe ar CNT da skouer.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- La Cucaracha : kanaouennoù, deiziadoù hag istor Brezel Spagn
- Souvenirs de la guerre d'Espagne, gant Antoine Gimenez, bet ezel eus Steudad Durruti
- Espagne au Cœur : 2vet Republik, brezel, stourm, harlu
- Skritelloù
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Les deux Espagne, e L'Histoire Collection n°103, Ebrel-Even 2024, p. 18