Mont d’an endalc’had

Aber

Eus Wikipedia

Anv ur gelaouenn vrezhonek eo Aber ivez.


Lenn-vor Brest hag aber an Elorn

An aber (anv gourel pe venel) eo lodenn izelañ ha ledanañ genoù ur stêr, ma teu ar mor enni, setu perak e vez izeloc'h pe uheloc'h an dour ennañ diouzh ma vez tre pe lanv.

N'eo ket heñvel ar gwel war an aber hervez liveoù al lanv : leun-chouk gant an dour pa ya al lanv en e live uheloc'h ha peuzgoullo ha lec'hidek d'an izelvor. Peurliesañ e vez aberioù brasoc'h ha hiroc'h war an aodoù roc'hellek ha pa vez bras al liveoù diwar tro al lanv.

Ur pouez bras a ya gant an aberioù e-keñver o rolloù armerzhel hag ekologiezhel.
E penn uhelañ an aberioù e kaver alies ar perzhier pennañ, evel e Breizh. War o genoù emañ staliet perzhier ivez. Meur a gêr a vez staliet war daou du un aber.
War riblennoù an aber hag e-barzh an aber e-unan e kaver takadoù gleb, lec'hioù buhezek eus ar gwellañ. Eno e vev amprevaned, buzhug, laboused hag meur a grigner. Eno e vev pesked ha kregin hag ur roll dibar o deus an takadoù gleb evit ar beskerezh.

Ar ger aber a gaver en un nebeud anvioù stêrioù e Bro-Leon hag e Bro-Gerne, ha muioc'h c'hoazh e Kembre. Un toullad anvioù a gaver e Bro-Skos ivez. Unan zo e Bro-Saoz : an Humber.

  • Aberarder
  • Aberargie
  • Aberbothrie
  • Abercairney
  • Aberchalder
  • Aberchirder
  • Abercorn
  • Abergeldie
  • Aberlady
  • Aberlednock
  • Aberlemno
  • Aberlour
  • Abermilk
  • Abernethy
  • Aberscross
  • Abersky
  • Abertarff
  • Abertay
  • Aberuchill
  • Aberuthven
  • Abriachan
  • Applecross
  • Arbirlot
  • Arboll
  • Arbuthnott
  • Arbroath [1]
  • Fochabers
  • Kinnaber
  • Lochaber
  • Slongaber
  • Obar Neithich (Nethybridge)

Un aspadenn int eus ar brezhoneg a veze komzet en Hanternoz kozh.

Kavout a reer aber e lec'hanvadurezh c'hallek Bro-Leon (Pays des Abers), met ria a vez lavaret eus aberioù all Breizh.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Aber er
wikeriadur, ar geriadur frank.
  1. Aberbrothick - Obar Bhrothaig gwechall.