Mont d’an endalc’had

Williams Gun

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Ar Williams Gun a oa un arm, un doare kanol eus lu Stadoù Kengevreet Amerika. Ijinet e oa bet gant ar c'habiten D.R. Williams, eus Covington, Kentucky. Servij a reas evel kabiten kanolierezh gant ur strollad-kanolioù Williams Gun. Pal ar c'hanol lijer-se a oa kaout un tan prim. Fust ar c'hanol a oa 121,92 cm e hed ha ment an obuzennoù a oa 40mm/1.57-inch. Ar wech kentañ ma voe implijet ouzh ar stourm a voe e-pad emgann Fair Oaks (31 a viz Mae- 1añ a viz Even 1862), ar c'habiten D.R. Williams a oa bet ouzhpennet evel harp-tan d'ar Jeneral Pickett hag e vrigadenn. Hervez an ofiserien prizoniet e fin an emgann drastus evit an Norzh, ar re-se hag o soudarded a oa bet saouzanet gant efedoù ar c'hanolioù nevez[1].

Gant ar Williams Gun e c'halled tennañ betek 730 metr gant efedusted ha d'ar pellañ 1,8 kilometr. Un 40 bennak anezho a voe savet evit dafariñ 7 strollad-kanol Kengevreet. Savet e oant bet en embregerezhioù F. B. Deane Jr. & Son, Lynchburg, Virginia, gant Tredegar Iron Works, Richmond, Virginia, ha gant Skates & Co, Mobile, Alabama.

E fin ar brezel diabarzh e oa bet tapet 4 skouerenn eus ar c'hanol gant an Union Army. Ar skouerennoù a voe degaset e West Point. E mirdi West Point ez eus unan anezho c'hoazh hiziv. Ar skouerennoù all a zo bet dasparzhet etre ar C'hentucky Military History Museum, ar Virginia Museum of the Civil War (New Market Battlefield State Historical Park), hag er Watervliet Arsenal Museum.

Pa voe kroget da implij ar c'hanol, ar gazetenn Richmond Daily Exchange a embannas d'an 20 a viz Mae 1862 :

“General Floyd attended a trial of the Williams’ mounted breech-loading rifle, which is claimed will throw twenty balls a minute a distance of fifteen hundred yards".

Hervez lod e c'halled tennañ 65 obuzennig dre vunut met moarvat ne oa ket kement-se rak ret e oa adkargañ ar c'hanolioiù gant an dorn. Ken nebeut e oa bet anezho ma oa chomet tost dianav da soudarded an Union Army, nemet ar re a voe e-tal an arm iskis-se, a oa ur c'hemmesk etre ur c'hanol hag ur vindrailherez. Saouzanet e oant bet gant an efedoù drastus. Evit lod eus soudarded an Unaniezh e seblante dezho e oa tennet viñsoù hir gant ur fuzuilh bras warno, ar pezh a c'haller displegañ gant trouz tennoù ar c'hanol.

Liammoù diavez

Daveennoù

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan