Mont d’an endalc’had

Ploubêr

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Ploubêr
Panell mont-tre.
Panell mont-tre.
Anv gallek (ofisiel) Ploubezre
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Lannuon(betek 2015)
Plistin (abaoe 2015)
Kod kumun 22211
Kod post 22300
Maer
Amzer gefridi
Brigitte Gourhant
2014-2026
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger-Goueloù
Lec'hienn Web (fr)www.ploubezre.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 736 ann. (2020)[1]
Stankter 119 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 42′ 15″ Norzh
3° 26′ 53″ Kornôg
/ 48.7042, -3.4481
Uhelderioù kreiz-kêr : 94 m
bihanañ 3 m — brasañ 104 m
Gorread 31,44 km²
Lec'hiañ ar gêr
Ploubêr

Ploubêr (distaget: [pluˈbɛːr]) a zo ur gumun eus Breizh e Treger, sko ouzh Kêr-Lannuon, hag e kanton Plistin, e departamant Aodoù-an-Arvor.

Douaroniezh

Ploubêr he deus al Leger evit bevenn ouzh reter (Plûned, Bulian / Lannuon), ha gwazh Min-Ran ouzh kornog (Plouilio)

Kumunioù amezek : Lannuon ; Tonkedeg ; Ar C'houerc'had ; Plouared ; Plouilio.

Dezougen

Anv

Bernard Tanguy : Plebs Petri, 1330, 1369, 1387 Plebs Sancti Petri, c. 1330; Ploubezre, 1481; Ploebesre, 1486 Erwan Vallerie : Plebis Petri, 1330; Plebe Petri, Plebe Petri vel Plebeello, 1371; Ploeebre, 1404; Ploebezre, 1516; Plou Berre, 1630; Plou-Pezre, 1636 Savet diwar ar ger ploue(v) hag an anv Pêr, a oa Pezr e krennvrezhoneg, eleze ar stumm ofisiel «Ploubezre».

Ardamezioù

Istor

  • Mervel a reas 25 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].

Brezelioù didrevadennañ

Monumantoù ha traoù heverk

Skrivadur krennvrezhonek war voger iliz ar c'hreiz-kêr

« Tut mat ho pater leveret o tremen ploebezr en bezret »

  • Iliz katolik Sant Pêr.
  • Chapel Kerfaouez (Kerfoñs).
  • Chapel Runfao.
  • Kastell Kergrist.
  • Kastell Koadfreg.
  • Ar Pemp Kroaz.
  • Monumant ar re varv e Leurgêr an Iliz, luc’hskeudenn ha kartenn-bost[8].
  • Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn[9].

Tud

  • Yann Derrien (1920-2007), kaner ha saver kanaouennoù, bet ganet eno.
  • Fañch Peru, skrivagner, bet ganet eno.
  • Madalen an Amour, skrivagnerez, bet ganet eno.
  • Klerg (1912-1984), skrivagner, yezhour hag emsaver, bet kure eno.

Ardamezeg ar familhoù

de Barac'h,

aotrounez Launay ha Rest

  • Dougen a ra ur groaz dentek ouzh kab, heuliet ouzh kab gant daou beul dentek hag ouzh beg gant teir c'housourin dindan ar groaz (siell 1381); livioù disanvet.

[PPC]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Melestradurezh

Brezhoneg

Ya d'ar brezhoneg

Deskadurezh

  • Skol divyezhek a oa bet graet eno adalek 2000 betek 2010.
  • E 2010 eo bet kaset eo an hentad divyezhek da Lannuon.
  • E distro-skol 2023 e oa 20 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (8,4 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[10].

Gevelliñ

Levrlennadur

  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù