Mont d’an endalc’had

Paderborn

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Iliz-veur Paderborn

Paderborn zo ur gêr eus Alamagn, e stad Nordrhein-Westfalen. Pennlec'h Kreis Paderborn eo. Er bloavezh 2013 e oa 143 659 a annezidi. Emañ Paderborn er mervent da goadeg Teutoburger Wald. Ur skol-veur anavezet zo, savet e 1972.

Istor

Un eskopti katolik a voe savet e Paderborn gant Karl Veur e 795. Eno e kavas repu ar pab Leon III, e 799, pa oa o tec'hout rak e enebourien e Roma. Skoazellet e voe gant Karl Veur da zistreiñ da Roma er bloavezh 800 hag en eskemm e voe kurunennet Karl Veur da impalaer, gant Leon III. E 1295 e oa bet degemeret Paderborn da ezel eus ar c'hevre kenwerzhel anvet Hansa[1].

Tud brudet

Kêrioù gevellet

Gevellet eo Paderborn gant ar c'hêrioù-mañ :

Notennoù

  1. Heinrich Schopppmeyer, Paderborn als Hansestadt, p. 353

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.