Dada
Dada a oa ul luskad arzoù (livañ, pegañ, dañsal, ezteurel, seniñ hag all) kaset da benn gant kefredourien hag arzourien. Bez e voe eus al luskad etre 1916 ha 1925. War gresk ez eas ar strollad hag e vrud, daoust d'ar Brezel-bed kentañ. Pal al luskad a oa en em zizober (doare tabula rasa) eus kement redi a oa a-fet ideologiezh, politikerezh hag arzoù.
Krouidigezh
Ez-ofisiel e voe ganet Dada d'ar 5 a viz C'hwever 1916 en davarn anvet Cabaret Voltaire e Zürich (Suis). Savet e voe gant Hugo Ball, Richard Huelsenbeck, Tristan Tzara, Jean Arp, Marcel Janco ha Sophie Taeuber. Peurliesañ e vez lavaret e voe digoret ur geriadur dre zegouezh, hag evel-se e voe kavet ar ger dada. Un doare a oa da enebiñ ouzh ar brezel, hag un doare ivez d'ober goap eus kement luskad a echue e -ouriezh. Hervez Giovanni Lista e vefe bet ivez un doare da dostaat ouzh ar yaouankiz (e dibenn an XIXvet kantved e savas reuz war an doare da dresañ kezeg, d'ar mare-se e lavaras Gauguin :« Quant à moi, j'ai reculé dans mon enfance jusqu'à mon dada ». A-raok ar brezel e lavaras ivez Hugo Ball e oa ret "saveteiñ ar marc'h koad bihan". En e zeizlevr (18 a viz Ebrel 1916) e c'haller lenn ivez :"Dada signifie « oui, oui » en roumain, « cheval à bascule » et « marotte » en français. Pour les Allemands, c'est un signe de naïveté un peu folle, de lien très étroit entre la joie de la procréation et la préoccupation pour la voiture d'enfant."[1]
Diorren Dada
Ur pennadig a-raok fin ar Brezel bed kentañ e voe diazezet dada e Berlin, Hannover ha Köln. Ar manifestoioù a voe kaset betek Pariz, daoust d'ar c'hontrollerezh. Diazezet e oa oberiantizoù dada war ar fent hag an atahin, ha foran e oa o oberiantizoù. Da skouer, Hannah Höch, hag a drese patromoù dilhad evit ur gazetenn, ha goude-se e ch implije anezho en-dro : didroc'hañ a rae anezho a-benn sevel pegadurioù politikel. Evit ar wech kentañ ivez e voe ul luskad arzoù a roas plas d'ar merc'hed, hag e dada e voent gwelet evel par d'ar baotred. Er bed a-bezh e tiorrenas dada, hag ul levezon e voe evit meur a arzour, en o zouez an arzourien dreistrealour evel Max Ernst, André Breton, René Crevel, Robert Desnos, Paul Éluard, Philippe Soupault, Robert ha Sonia Delaunay.
Dibenn dada
Diaes eo gouzout pevare e chomas al luskad a-sav. Meur a dada a voe, d alavaret meur a zibenn ivez. Adalek 1920 ez eas al luskad war wanaat hervez André Breton hag Aragon, (gwelout Projet d'histoire littéraire contemporaine), a lavar ec'h echuas al luskad tro 1921-1922. E miz Du 1921 e voe embannet er gazetenn velgiat Ça Ira ! e oa marv dada.
Ma kreder Marc Dachy e chomas dada a-sav pa voe aozet prosez Maurice Barrès. Ez-ofisiel e voe anvet "Mise en accusation et jugement de Maurice Barrès pour crime contre la sûreté de l'esprit". Met ne felle ket da Tristan Tzara, Francis Picabia, Georges Ribemont-Dessaignes, Erik Satie pe Clément Pansaers e vefe aozet ur gwir brosez. Tzara a asantas bezañ degemeret evel test nemetken, padal e felle da André Breton e vefe aozet ur gwir brosez. Bec'h a savas etrezeo, ha Tzara a guitaas ar sal, asambles gant Picabia ha re all. Kemend-se a c'hoarvezas d'an 13 a viz Mae 1921. Marcel Duchamp a nac'has kas e oberennoù d'an diskouezadeg dada aozet gant Tzara e miz Even, Breton a gendalc'has da bellaat diouzh ar strollad.
Oberennoù dada
- Symétrie pathétique broderezh diwar un dresaddenn gant Jean Arp.
- Fleur-marteau
- Roue de bicyclette (1915), ar ready-made kentañ
- Fontaine (1917), ur ready-made all
- L.H.O.O.Q., (1919, pe Mona Lisa gant barv ha mouroù
- Tu m' (1920) gwelout.
- Rotative plaques verre (1920), arz rakbsikiedelek gwelout.
- Marcel Duchamp as Belle Haleine (1921), poltred, kenlabour gant Man Ray gwelout.
- Disques avec spirales (1923), arz rakbsikedelek gwelout.
- La Mariée mise à nu par ses célibataires, même (1923) gwelout.
- Flaks dour c'hwezh vat Belle Haleine gant Rrose Sélavy (Éros c'est la vie) war an dikedenn.
- La Chute d'eau
- Le Gaz d'éclairage
- Ariette. D'oubli de la chapelle étourdie (1920).
- Ready-made malheureux de Marcel (1919), pleustrad mentoniezh da stagañ ouzh ar balkon
- La bicyclette graminée garnie de grelots, les grisons grivelés et les échinodermes courbants l'échine pour quêter des caresses (1920-1921).
- Remember Uncle August, the Unhappy Inventor (1919)
- Der Geist unserer Zeit, penn mekanikel (1919)
- Paire de mariés bourgeois (1927), eoullivadur war lien
- Da-Dandy, pegadur
- Jeune fille (1920), ul liv war baper.
- Volucelle II (1922)
- Dresseur de chien (1923) (gwelout ivez Dresseur d'animaux (1937))
- Lautgedicht (1924)
- Merz Picture 46 A (The Skittle Picture) (1921), framm ha traoù peget
- Gardes (1918), kizelladur koublet
- Triptyque abstrait (1918), eoullivadur war lien, gant delioù aour
- Masque de Janco (1918), maskl
- Tête dada (1918).
- Composition abstraite (1919), pegadur
- Un peu d'eau dans du savon (1917), pegadur
- Tzara, Janco et Huelsenbeck
- L'amiral cherche une maison à louer (1916), barzhoneg kempred e galleg, alamaneg ha saozneg
Kêrioù dada er bed
- Zürich (1915-1919), gant Tristan Tzara, Jean Arp, Hugo Ball et Richard Huelsenbeck, Marcel Janco, Hans Richter, Sophie Taeuber-Arp ;
- New York (1915-1921), gant Marcel Duchamp, Francis Picabia, Man Ray ;
- Berlin (1917-1923), gant Richard Huelsenbeck, George Grosz, Raoul Hausmann, Johannes Baader, Hannah Höch ;
- Köln (1919-1921), gant Jean Arp, Max Ernst, Johannes Theodor Baargeld ;
- Hannover gant Kurt Schwitters hag e luskad Merz;
- Pariz, etre 1920 ha 1923. An oberiant dada kentañ e Pariz a voe aozet e miz Genver 1920, un nebeud deizoù goude ma vefe degouezhet Tristan Tzara. Izili all : Tristan Tzara, Francis Picabia, Man Ray, André Breton, Paul Éluard, Louis Aragon, Philippe Soupault.
Levrlennadur
- Sept Manifestes Dada gant Tristan Tzara - 1924
- Tristan Tzara :
- Sept Manifestes Dada, 1924
- « La Première Aventure céleste de Mr Antipyrine », skeudennoù gant Marcel Janco, reprint 2005 (embanandur orin : 1916)
- « Cinéma calendrier du cœur abstrait. Dessins de Jean Arp », reprint 2005 (embannadur orin :1920)
- « Sept manifestes Dada et quelques dessins de Francis Picabia », reprint 2005 (embannadur orin : 1924)
- Richard Huelsenbeck : Almanach Dada, embannet gant Champ Libre, 1980 / Les Presses du réel, 2006
Liammoù
Liammoù diabarzh :
Liammoù diavaez :
- Arz DaDa
- Levraoueg Dada
- Diskouezadeg Dada e miz Genver 2006 er Centre Georges-Pompidou
- The Essential DADA - An Online Compendium
- Teuliad : Dada, diskouezadeg er Greizenn Pompidou, 2006
Notennoù
- ↑ Laurent Le Bon « Dada », p. 220
|