Mont d’an endalc’had

Ri

Eus Wikipedia
N'eo ket holloueziadurel ar pennad-mañ.
Pe re dreut eo an danvez anezhañ, pe ez eus ennañ traoù ha n'emañ ket o lec'h en un holloueziadur.

Gallout a rit labourat d'e wellaat.
Muioc'h a ditouroù evit kompren kudennoù ar bajenn-mañ a vo kavet war ar bajenn kaozeal kenstag.


Ri a dalveze roue en henvrezhoneg da vare rouantelezh Breizh (eus Nevenoe da Vourmaelon etre 845 ha 913).

Roet e voe an titl-se c'hoazh e-pad marevezh an duged Breizh betek Alan IV a Vreizh (1084-1112), lesanvet Alan Fergant, an dug diwezhañ hag a gomze brezhoneg a-vihan.


Yezh

Eus ar ger predenek ha galianek rix e teu an termen-se (Vercingetorix, " ver cingeto rix ", " roue meur ar gaderien ").

Kar eo d'ar gerioù rex en latin ha rajah en sañskriteg.

Eus ri e tiver kalz a anvioù-badez brezhonek : Rieg, Riwallan, Riou, Riwan, Riwanon, Riware...

Da geñveriañ eo ivez gant ar gerioù rhi en kembraeg, en gouezeleg eus Iwerzhon.


Gwelet ivez

Roll Rouaned ha Duged Breizh