Mont d’an endalc’had

Testamant Nevez

Eus Wikipedia
Stumm eus an 17 Gou 2016 da 13:40 gant 88.139.225.35 (kaozeal) (Resisted)
Bibl spagnolek eus ar XVIvet kantved
Sant Paol o skrivañ e lizhiri ; taolenn eus ar XVIIvet kantved gant ul livour gall, Nicolas Tournier pe Valentin de Boulogne.

An Testamant Nevez zo ul lodenn eus ar Bibl ha ne gaver nemet er Bibl kristen, hag ennañ:

Skridoù brezhonek

Skrid ar Gonideg

E 1827 e oa bet embannet an droidigezh kentañ eus an Testamant Nevez, troet gant Yann-Frañsez ar Gonideg, war c'houlenn pastored eus Kembre, Thomas Price ha David Jones. Anvet e oa Testamant nevez hon aotrou Jézuz-Krist.

Un droidigezh eus ar Bibl en e bezh gant ar Gonideg a voe embannet e 1866, goude e varv[1].

E 1847 e oa embannet un stumm nevez eus an testamant nevez gant ar pastor kembreat John Jenkins, aesoc’h da gompren eget hini ar Gonideg. E vab A. Ll. Jenkins a savas un trede embannadur e 1885 asambles gant Fanch an Uhel.

Skrid Gwilh ar C'hoad

Un droidigezh a voe graet gant Gwilh ar C'hoad en XIXvet kantved, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893. Adwelet eo bet ha lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004. [2]

Skridoù Maodez Glanndour

Embannet eo bet an Testamant Nevez, troet dindan renerezh Maodez Glanndour, gant Al Liamm. Un droidigezh diglok eus an Testamant Kozh (mankout a ra ar Pentateuc'h hag ar Skridoù Istorek) zo bet graet gant ar skipailh-se a ziwar an destenn c'hresianek. N'eo ket bet embannet en he fezh avat (un nebeut levrigoù a zo bet roneoskrivet, evel Habakouk, ha n'eus nemet Izaia hag ar Salmoù a zo bet moulet gant Al Liamm). Un darn vras eus eus ar Bibl-se, diembann, a zo e KDSK Gwened[3].

Kenvreuriez ar Brezoneg

Embannet e oe an Aviel Jezuz-Krist e 1982, gant Ar Skol dre Lizer : un droidigezh gant Kenvreuriez ar Brezoneg Eskopti Kemper ha Leon, dindan renerez Aotrou 'n Eskob Visant Fave. Embannet e oe e 1988 troidigezh al levrioù all eus an Testamant Nevez.

An Tour-Tan

Gant an Tour-Tan eo an Testamant Kozh, troet diwar an hebraeg, a zo bet embannet.

Embannet gant Minihi Levenez

E 2002 e oa bet embannet, gant Minihi Levenez, Kelou mad Jezuz or Zalver, an Testamant Nevez, lakaet e brezhoneg gant Pierre Guichou diwar ar gresianeg.

Notennoù


Lennadurezh e brezhoneg