Mont d’an endalc’had

Malmö

Eus Wikipedia
Stumm eus an 24 C'hwe 2012 da 16:52 gant Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù) (r2.7.1) (Robot ouzhpennet: th:มัลเมอ)
Ti-kêr Malmö (Rådhuset), savet e 1546.

Malmö zo ur gêr vras e mervent Sveden. An trede kêr vrasañ er vro eo goude Stockholm ha Göteborg. Malmö a oa e dalc'h Danmark betek 1658, hag e Sveden abaoe ar bloavezh-se, pa teuas Skania da vezañ un tamm eus Sveden. Poblet eo gant 267 171 a annezidi (e deroù 2004). Kalz eus annezidi Malmö zo bet ganet e lec'h all : 24% anezho zo bet ganet e-maez Sveden. Emañ war ribl an Öresund, ar strizh-mor a zisparti Danmark diouzh Sveden. Hiziv ez eus ur pont hir etre Kopenhagen e Danmark ha Malmö.