Mont d’an endalc’had

Goa

Eus Wikipedia
Stad Goa en India
Kartenn resisoc’h eus distrigoù Goa.

Goa (गोवा e konkani) zo unan eus stadoù Unaniezh India, war aod mervent ar vro. Emañ etre stadoù Karnataka er c’hreisteiz hag er reter ha Maharashtra en hanternoz. Betek 1961 e oa un drevadenn eus Portugal ha neuze e voe staget ouzh India dre heg.

Douaroniezh

En em ledañ a ra stad Goa war 3 702 km², a-hed aod Mor Arabia. Trovanel eo an hin : tomm e vez a-hed ar bloaz. E miz Mae e vez ar wrez en hec’h uhelañ (etre 30 °C ha 39 °C). Glaveier ar monson a gouezh etre miz Mezheven ha miz Gwengolo. Miz Kerzu ha miz Genver eo ar mizioù plijusañ a-fet gwrez : neuze e vez etre 20 °C d’an nebeutañ ha 30 °C d’ar muiañ.

Poblañs

E 2001 e oa 1,344 milion a dud o vevañ e Goa. Ur c’hard anezho a oa kristenien hag an div drederenn Hindouiz. Komzet e vez konkaneg (konkani) gant 51,5 % eus an dud, marateg (marathi) gant 33,4 % anezho ha kannadeg (kannada) gant 4,6 %. Un nebeud tud a gomz portugaleg c’hoazh, un aspadenn eus ar 400 vloaz ma oa bet renet ar vro gant Portugal.

Istor

E 1498 e oa erruet er vro an Europad kentañ, Vasco da Gama. Goude-se e voe aloubet ar c’horn-bro gant soudarded Portugal, ha dont a reas da vezañ unan eus lodennoù Stad Portugalat India. Eno e voe ar beleg Frañsez Zavier o prezeg an aviel er XVIvet kantved. E 1961 e voe aloubet Goa gant nerzhioù India, war urzh Nehru, ha staget e voe ouzh ar vro-se. Betek 1987 e oa ul lodenn eus tiriad Goa, Daman ha Diu. Neuze e voe dispartiet tiriad Daman ha Diu diouzh Goa a zeuas da vezañ unan eus stadoù Unaniezh India.

Armerzh

Un ti savet giz gwechall.

An touristerezh eo an obererezh pennañ e stad Goa. Touristed eus ar bed a-bezh a zeu di da dommheoliañ war traezhennoù an aod ha dont a ra an Indianed pinvidik ivez da dec’hout diouzh tommder re vras an hañv er c’hêrioù bras. Gweladenniñ a reont ivez ar savadurioù bet lezet gant an drevadennerien bortugalat, evel an ilizoù eus ar XVIvet kantved.

Gounezet e vez riz er vro, kenkoulz ha kraoñ-kokoz ha kraoñ-kajou. Pesketaerezh zo ivez (40000 den).


Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Stadoù ha tiriadoù India
Stadoù Andhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an Unaniezh Inizi Andaman ha NikobarChandigarhDadra ha Nagar Haveli ha Daman ha DiuDelhiJammu ha KachmirLadakhLakshadweepPuducherry