Mont d’an endalc’had

Testamant Nevez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Resisted
reizhskrivadur
Linenn 34: Linenn 34:


=== Kenvreuriez ar Brezoneg ===
=== Kenvreuriez ar Brezoneg ===
Embannet e oe an [[Aviel|Aviel Jezuz-Kris]]<nowiki/>t e 1982, gant [[Ar Skol dre Lizer]] : un droidigezh gant Kenvreuriez ar Brezoneg Eskopti Kemper ha Leon, dindan renerez [[Visant Fave|Aotrou 'n Eskob Visant Fave]]. Embannet e oe troidigezh al levrioù all eus an Testamant Nevez e 1988.
Embannet e oe an [[Aviel|Aviel Jezuz-Kris]]<nowiki/>t e 1982, gant [[Ar Skol dre Lizer]] : un droidigezh gant Kenvreuriez ar Brezoneg Eskopti Kemper ha Leon, dindan renerezh [[Visant Fave|Aotrou 'n Eskob Visant Fave]]. Embannet e oe troidigezh al levrioù all eus an Testamant Nevez e 1988.


=== An Tour-Tan ===
=== An Tour-Tan ===
Linenn 53: Linenn 53:
* ''[[Oberoù an Ebestel|Oberoù]]. Lizheroù. [[Diskuliadur]].'' Troet gant [[Maodez Glanndour]]. [[Ar Baol]] : [[Al Liamm]], [[1971]].
* ''[[Oberoù an Ebestel|Oberoù]]. Lizheroù. [[Diskuliadur]].'' Troet gant [[Maodez Glanndour]]. [[Ar Baol]] : [[Al Liamm]], [[1971]].
* ''Testamant Nevez - eil lodenn''. Troet gant "Kenvreuriez ar brezoneg", 1988.
* ''Testamant Nevez - eil lodenn''. Troet gant "Kenvreuriez ar brezoneg", 1988.
* [[Wolfgang Kosack]]:''Novum Testamentum Coptice.'' Neues Testament, Bohairisch, ediert von Wolfgang Kosack. Novum Testamentum, Bohairice, curavit Wolfgang Kosack. / Wolfgang Kosack.'' neue Ausgabe, Christoph Brunner, Basel 2014. ISBN 978-3-906206-04-2. [[Rummad:Bibl]] [[Rummad:Testamant Nevez]]''
* [[Wolfgang Kosack]]:''Novum Testamentum Coptice.'' Neues Testament, Bohairisch, ediert von Wolfgang Kosack. Novum Testamentum, Bohairice, curavit Wolfgang Kosack. / Wolfgang Kosack.'' neue Ausgabe, Christoph Brunner, Basel 2014. ISBN 978-3-906206-04-2. [[Rummad:Bibl]] [[Rummad:Testamant Nevez]]''

Stumm eus an 17 Gou 2016 da 14:02

Bibl spagnolek eus ar XVIvet kantved
Sant Paol o skrivañ e lizhiri ; taolenn eus ar XVIIvet kantved gant ul livour gall, Nicolas Tournier pe Valentin de Boulogne.

An Testamant Nevez zo ul lodenn eus ar Bibl ha ne gaver nemet er Bibl kristen, hag ennañ:

Skridoù brezhonek

Skrid ar Gonideg

E 1827 e oa bet embannet an droidigezh kentañ eus an Testamant Nevez, troet gant Yann-Frañsez ar Gonideg, war c'houlenn pastored eus Kembre, Thomas Price ha David Jones. Anvet e oa Testamant nevez hon aotrou Jézuz-Krist.

Un droidigezh eus ar Bibl en e bezh gant ar Gonideg a voe embannet e 1866, goude e varv[1].

E 1847 e oa embannet un stumm nevez eus an testamant nevez gant ar pastor kembreat John Jenkins, aesoc’h da gompren eget hini ar Gonideg. E vab A. Ll. Jenkins a savas un trede embannadur e 1885 asambles gant Fanch an Uhel.

Skrid Gwilh ar C'hoad

Un droidigezh a voe graet gant Gwilh ar C'hoad en XIXvet kantved, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893. Adwelet eo bet ha lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004. [2]

Skridoù Maodez Glanndour

Embannet eo bet an Testamant Nevez, troet dindan renerezh Maodez Glanndour, gant Al Liamm. Un droidigezh diglok eus an Testamant Kozh (mankout a ra ar Pentateuc'h hag ar Skridoù Istorek) zo bet graet gant ar skipailh-se a ziwar an destenn c'hresianek. N'eo ket bet embannet en he fezh avat (un nebeut levrigoù a zo bet roneoskrivet, evel Habakouk, ha n'eus nemet Izaia hag ar Salmoù a zo bet moulet gant Al Liamm). Un darn vras eus eus ar Bibl-se, diembann, a zo e KDSK Gwened[3].

Kenvreuriez ar Brezoneg

Embannet e oe an Aviel Jezuz-Krist e 1982, gant Ar Skol dre Lizer : un droidigezh gant Kenvreuriez ar Brezoneg Eskopti Kemper ha Leon, dindan renerezh Aotrou 'n Eskob Visant Fave. Embannet e oe troidigezh al levrioù all eus an Testamant Nevez e 1988.

An Tour-Tan

Gant an Tour-Tan eo an Testamant Kozh, troet diwar an hebraeg, a zo bet embannet.

Embannet gant Minihi Levenez

E 2002 e oa bet embannet, gant Minihi Levenez, Kelou mad Jezuz or Zalver, an Testamant Nevez, lakaet e brezhoneg gant Pierre Guichou diwar ar gresianeg.

Notennoù


Lennadurezh e brezhoneg