Mont d’an endalc’had

Brazil : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : scn:Brasili zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
D Bot : hr:Brazil zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Linenn 223: Linenn 223:
{{Liamm PuB|es}}
{{Liamm PuB|es}}
{{Liamm PuB|he}}
{{Liamm PuB|he}}
{{Liamm PuB|hr}}
{{Liamm PuB|kn}}
{{Liamm PuB|kn}}
{{Liamm PuB|pt}}
{{Liamm PuB|pt}}

Stumm eus an 14 Gen 2014 da 03:44

República Federativa do Brasil
Republik Kevreel Brazil
Banniel Brazil skoed-ardamez Brazil
Banniel skoed-ardamez
Ger-stur : Ordem e Progresso  Patrom:Pt icon
"Urzh hag araokadenn"
Kan broadel: Hino Nacional Brasileiro
Lec'hiadur Brazil
Lec'hiadur Brazil
Kêr-benn Brasília
Kêr vrasañ São Paulo
Yezh(où) ofisiel Portugaleg
Gouarnamant Republik kevreadel
 - Prezidant Dilma Rousseff
Dizalc'hded diouzh Portugal 
 - Diskleriet 7 Gwengolo 1822 
 - Anavezet 29 Eost 1825 
Gorread
 - Hollad 8.514.877 km² (5vet)
 - Dour (%) 2
Poblañs
 - istimadur 2008 199.987.291 ()
 - niveradeg 2000 189,799,170
 - Stankter 22/km² (182)
PDK (PGP) 2007 (istimadur)
 - Hollad $3.804 trilion (6vet)
 - Keidenn $10,073 (17)
FDD  (2007) 0.956 (uhel) (7vet)
Moneiz Real (BRL)
Gwerzhid-eur (UTC-2 da -5)
Kod kenrouedad .bz
Kod pellgomz +55

Republik Kevreel Brazil (República Federativa do Brasil e portugaleg) zo ur vro dizalc'h, ar stad vrasañ ha pobletañ a zo en Amerika Latin, ha Brasília eo he c'hêr-benn. En em astenn a ra adalek arvor biz Amerika ar Su betek ar c'hreiz anezhi. Bevennoù he deus en norzh gant Venezuela, Guyana, Surinam ha gant Gwiana, a zo un departamant e dalc'h Bro-C'hall; an Arvor Atlantel a zo er reter. Er su he deus bevennoù gant Uruguay, Arc'hantina ha Paraguay ; er c'hornôg gant Bolivia, Perou, hag er gwalarn gant Kolombia. Setu emañ stok ouzh holl vroioù Suamerika war-bouez Chile hag Ecuador. Ouzhpenn an tiriadoù kevandirel-se eo lodek ivez eus Brazil enezennoù tost d'an aod, ha tammoù enezegoù hag inizigoù e kreiz ar Meurvor Atlantel.

Kartenn Brazil


Istor

Araok ma oa deuet an Europeaned, dibaoe penn-kentañ ar pempvet milved a-raok J.-K., e oa Amerindianed o chom war diriad Brazil, meuriadoù hanter-gantread an darn vrasañ anezho.

Pedro Álvares Cabral, ur merdeer eus Portugal, a vije bet an European kentañ deuet betek aodoù ar vro, d'an 22 a viz Ebrel 1500. An tiriad a zeuas diwar neuze da vout un drevadenn portugalat. Hepdale, a-benn korvoiñ danvezioù naturel an drevadenn, dreist-holl ar c'hoad "brazil", ha reiñ tud da labourad evit an drevadennourien nevez-staliet, e oa bet degaset gant ar Bortugaliz sklaved bet paket war aodoù Afrika. E-pad ouzhpenn tri c'hantved e oa bed paket ha divroet milionoù à Afrikaned a-benn poblañ ar c'hevandir nevez. Ar sklavelezh-se zo bet torret d'an 13 a viz Mae 1888.

Brazil zo dizalc'h, ez-ofisiel, dibaoe ar 7 a viz Gwengolo 1822. Goude an drevadenn ez eus bet un Impalaeriezh, betek ar bloaz 1889, ha neuze e oa bet embannet Republik Brazil. Ur republik gant putschoù ha renadoù kreñv ingal a-walc'h, e-giz er broioù all en Amerika Latin d'an ampoent.

D'ar 27 a viz Here 2002 eo bet dilennet Luís Inácio da Silva (lesanvet Lula) da brezidant, kentañ prezidant sokialour Brazil, gant 61,4 % eus ar mouezhioù. Dilennet eo bet adarre D4AN 29 a viz Here 2006 (a-enep da Geraldo Alckmin) gant ouzhpenn 60 % eus ar mouezhioù.

Douaroniezh

Kartenn hollek Brazil

Ar goadeg amazonian a c'holo an darn vrasañ eus ar vro. Graet e vez anezhañ « o mar interior » (ar mor diabarzh). An Amazon, an eil stêr hirañ a zo er bed hag an hini kentañ evit he fonnder, a dreuz ar goadeg a-bezh kent mont d'en em daoler e-barzh ar Meurvor Atlantel e norzh ar vro.

Memestra e vez kavet ardremezioù a bep seurt e Brazil : hanter krin, meneziek, trovanel, istrovanel, gant hinoù à beb seurt ivez, sec'h e-barzh ar Sertão (biz), glavek (tomm ha dourek-kenañ) e kreiz ar vro, un tammig yenoc'h er Su.

Politikerezh

Hervez Bonreizh 1988 eo Brazil ur Republik Kevredel Prezidantelour, ag awen stadunanat evit a sell stumm ar Riez. Memestra e heuilh ar reizhiad lezennel brasilian an hengoun roman-ha-german. Ar Galloud Seveniñ a zo embreget gant ar prezidant, dilennet bep pevare bloaz. Er memes mare hag an dilennadeg-prezidant e vez mouezhiet evit ar C'hendalc'h Broadel, sez ar Galloud Lezennel, dasparzhet etre div gambr : hini ar Gannaded, dezho ur leuriadur a bevar bloaz, hag ar Sened, a vez renevezet un trederenn ha div drederenn eus e izili a beb eil.

P'emañ heñvel pouez pep mouezh en dilennadegoù-seveniñ, n'eo ket an degouezh evit a sell ar re lezennel. Eus un tu, bez' ez eus tri Senedour evit dileuriañ pep UF (unvez eus ar c'hevread — 27 a zo anezho hiziv an deiz). Eus an tu all, ma seller ouzh ar patrom kevreadel klasel, e rank dileuriadur ar Gannaded bezañ diouzh poblañs peb UF; an niver-se a zo, evelato, bevenet etre 8 da nebeutañ ha 70 d'ar muiañ. A hend all, lakaet eo e pleustr ar reizhad muianiverek evit dilennadeg ar Senedourien hag hini kenfeurel evit ar Gannaded.

Evit echuiñ, bez' ez eus ar Galloud Barnerezhel, a zo e ensav uhelañ al Lez-Veur Kevreadel, ouzh e ober unnek barner anvet gant ar Prezidant goude ali ar Sened. N'eo ket renevezet penn-da-benn barnerien al LVK gant peb prezidant ; envel a ra ar prezidant ur barner nevez pa en em denn pe pa varv unan anezho.

Rannadoù politikel

Rannadoù Politikel Brazil a-vremañ

Ar 27 unvezh eus ar c'hevread a zo strollet, evit finvezioù stadegel hag, e-touez lies abeg, evit heñchañ an obererezh kevreadel, e pemp rannvro vras: Centro-Oeste, Nordeste, Norte, Sudeste ha Sul. Pep stad, ar Distrig Kevreadel hag all, en deus e frammoù seveniñ dezhañ e-unan (pennadurezh ar Gouarnour), lezennel (Bodadenn Lezennel ur gambr hepken) ha barnerezhel (lez-varn stadel).

D'o zro e vez rannet ar stadoù e Kumunioù, a gemm o niver etre 15 (Roraima) ha 853 (Minas Gerais). An unvezhioù emzalc'h bihanañ eus ar C'hevread o deus hepken ur galloud seveniñ, embreget gant ur Prefed, ha lezennel, a zo e sez er c'huzul-kêr. An ensavadur diwezhañ-mañ en deus kantvloazioù a istor el Ledenez Iberek hag en takadoù trevadennet ganti.

Kavet e vo anvioù stadoù Brazil e Listenn stadoù Brazil

Meurgêrioù Pennañ

  1. São Paulo - 19,7 milion annezad
  2. Rio de Janeiro - 11,6 milion annezad
  3. Belo Horizonte - 4,6 milion annezad
  4. Porto Alegre - 3,6 milion annezad
  5. Recife - 3,5 milion annezad
  6. Curitiba - 3,1 milion annezad

Armerzh

Liesaet a-walc'h eo armerzh ar vro ha ennañ e kaver a bep seurtoù obererezh armerzhel ha greantel, a gaver e-touez ar re bennañ anezho :

Poblañsouriezh

Poblañs Brazil a gaver enni meur a ouenn hag a sevenadur : an Amerindianed, kentañ pobl ar vro ; an Europeaned, alouberien pe divroerien ; Afrikaned degaset da sklaved. Deuet 'z eus ivez un nebeudig tud eus Azia : brasañ diaspora Japaniz er bed holl, ouzhpenn 900 000 a dud, zo o chom e São Paulo.

Hiziv an deiz e tisklêr ar Vrazilianed o orin evel-henn : 53,7% gwenn ; 38,5% hironed, 6,2% du, 0,5% melen, 0,4% henvroidi ha 0,7% anspisaet. Ar meskañ gouennoù zo diazezet e sevenadur ar vro, sañset - mes an arc'hant a chom c'hoazh e-barzh daouarn ar re wenn, ha n'eo ket un tammig.

Sellet ouzh Poblañsouriezh Brazil

Enbroañ-Divroañ

Sevenadur

Sellet ouzh Sevenadur Brazil

Deizioù-gouel
Deiziad Anv Evezhiadenn
1 a viz Genver Kenvreudeuriezh hollvedel
21 a viz Ebrel Tiradentes Bri da verzherien an Inconfidência Mineira
1 a viz Mae Devezh al labour Bri d'ar renkad micherour
7 a viz Gwengolo Dizalc'hidigezh Diskêriadur an Dizalc'hidigezh diwar Bortugal
12 a viz Here Nossa Senhora Aparecida Paeron Brazil
2 a viz Du Finados Devezh koun ar ar varv
15 a viz Du Diskêriadur ar Republik Treuzfurmadur eus Impalaerezh e Republik
25 a viz Kerzu Nedeleg Lid ganedigezh ar C'hrist


Deizioù-gouel (Gouelioù red an Iliz katolik)
Deiziad Evezhiadenn
Meurlarjez Fest poblek a zeu a-raok ar C'horaiz katolek ; daoust ma n'eo ket ur gouel broadel, merket eo meurlarjez brazil gant an deizioù-gouel adalek ar meurzh derc'hent merc'her al ludu, evelato ne vez ket labouret dre hengoun al Lun a-raok kennebeut, pezh a ra evel-se pevar devezh evit Meurlarjez.
Pask Deiziad ma lider dasorc'hidigezh ar C'hrist.
Corpus Christi Deiziad ma lid an Iliz katolik Sakramant an aoter.


Gouel ar dilennadegoù
Deiziad Evezhiadenn
Dilennadegoù Bepred ar sun kentañ a viz Here emañ an dro gentañ (lezenn niv. 9.504/97).

Liammoù diavaez ofisiel


Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Link GA