Ostrogoted

(Adkaset eus Ostrogot)

An Ostrogoted ("Goted ar reter") a oa ur bobl c’herman zo bet bras he levezon war istor dibenn Impalaeriezh roman ar C'hornôg. En Eil kantved e voe rannet ar C’hoted, ur bobl a oa er reter d’ar stêr Danav, e div lodenn : re ar c’hornôg, ar Vizigoted, en em stalias e Dakia, ha re ar reter, an Ostrogoted, en em ziazezas en hanternoz d’ar Mor Du.

Ragistor

kemmañ

Rannet e voe pobl ar C’hoted etre an Ostrogoted hag ar Wizigoted war-dro an IIIe kantved. Kalz traoù boutin a oa etre an div bobl, evit ar sevenadur, ar relijion (krediñ a raent en un doue kevatal mui pe vui d’an hini anvet Meurzh gant ar Romaned. Evit gwir ne oa ar rannadur-se nemet staliadur meuriadoù zo e proviñs roman Dakia ha meuriadoù all pelloc’h er reter, en hanternoz d’ar Mor Du.

War greñvaat ez eas galloud an Huned, ur bobl annezet pelloc’h er reter, e-kreiz an IIIe kantved, hag e 370 e kouezhas an Ostrogoted dindan veli ar re-se. En em lazhañ a reas roue an Ostrogoted, Ermanarig, e 378, abalamour da se.

Er bloavezhioù goude e voe aloubet ar Balkanoù gant an Huned, skoazellet gant meur a bobl a oa en o dalc’h, evel an Ostrogoted. En Emgann Chalons, e 451, e oa Ostrogoted o vrezeliañ a-du gant an Huned. Meur a emsavadeg a-enep an Huned a voe e-touez an Ostrogoted koulskoude, met tamm-ha-tamm en em lakajont da zegemer sevenadur o mistri, anezho tud varrek-dreist war ar marc’hegezh hag ijinerien ar stleugoù.

Goude an Huned

kemmañ

Goude marv Attila e krogas da vat istor an Ostrogoted evel pobl, dizalc’h diouzh an Huned. En em zieubiñ a rejont diouzh galloud mibien Attila en Emgann Nedao e 454.

E darempred e voent neuze gant Impalaeriezh roman ar C'hornôg hag en em staliañ e plaenennoù Pannonia. E-pad an eil hanterenn eus ar Vvet kantved e voe c’hoariet gant an Ostrogoted ur roll pouezus, evel ma oa bet gant ar Wizigoted ur c'hantved a-raok. Mont ha dont a rejont, a-du pe a-enep ar Romaned.

Teodorig Veur

kemmañ

An hini pouezusañ eus o roueed, Teodorig Veur, ganet war-dro 454, a voe desavet e Kergustentin, rak kemeret e oa bet evel den-gouestl gant galloud roman ar reter.

Dilennet e voe da roue war an Ostrogoted e 474. War c’houlenn Zenon, impalaer roman ar reter, ez eas Teodorig hag an Ostrogoted, e 488, d'adtapout Italia, a oa bet aloubet gant pobloù german all. E miz Meurzh 493 e voe kemeret Ravenna ganto, ha gant Teodorig e-unan e voe lazhet ar penn german Odoaker (Audawakrs) en doa kemeret plas an impalaer roman diwezhañ, Romulus Augustus. Emanvet e voe Teodorig da b-princeps Romanus (penn ar Romaned) ha ren a reas e-lec’h an Impalaer war Italia, Sikilia, Dalmatia ha Pannonia. Er brezel-se e voe skoazellet an Ostrogoted gant ar Wizigoted moarvat.

Tachenn an Ostrogoted dindan ren Teodorig ar Bras

Adunanet e voe an div bobl e-pad ur pennadig er VIvet kantved, pa zeuas Teodorig Veur da vezañ, ouzhpenn roue an Ostrogoted, lezroue ar Wizigoted ivez e-doug un ugent vloaz bennak.

En Emgann Vouillé, e 507, e voe trec’het ar Wizigoted gant ar Franked. Aloubet e voe Akitania gant ar re-se hag en em astenn a reas o domani war-du ar c’hreisteiz, betek Tolosa. Dont a reas Teodorig, da wareziñ douaroù all ar Wizigoted, evel lezroue e-lec’h roue ar Wizigoted, a oa e vab-bihan Alamarig. Septimania (Lengadok bremañ) hag ul lodenn vat eus al ledenez iberek a dremenas dindan e c’halloud, e 511. Keit ha ma vevas Teodorig e voe unanet an holl C’hoted dindan e ren.

Domani an Ostrogoted a oa ur vro poblet gant Germaned hogen unan gwall levezonet gant sevenadur Roma. Teodorig a oa, war un dro, roue an Ostrogoted hag hêr d’an impalaerien roman. En hanternoz Italia e oa stank a-walc’h an Ostrogoted moarvat ; er c’hreisteiz avat e oant distankoc’h. Kichen-ha-kichen e veve diskennidi ar C’hoted ha re ar Romaned, en emglev. Melestradurezh ar Romaned a gendalc’has da vont en-dro evel diagent, difennet gant galloud armeoù an Ostrogoted. Hogen ar reizhiad-se, ma oa unanet sevenadur ar Romaned gant nerzh ar C’hoted, ne badas ket pelloc’h eget Teodorig ar Bras, ha mervel a reas hemañ d’an 30 a viz Eost 526.

Goude marv Teodorig e voe rannet an Ostrogoted hag ar Wizigoted adarre. Amalarig a yeas e penn rouantelezh ar Wizigoted en Iberia hag e Septimania. Provincia (Provañs) a voe staget ouzh domani an Ostrogoted.

(da genderc'hel)

Rouaned an Ostrogoted

kemmañ

Tierniezh Amal

kemmañ

A-raok degouezhout en Italia:

En Italia:

Rouaned diwezhañ

kemmañ