Mol
Ar mol (simbol : mol) a zo un unanenn ziazez eus ar sistem etrebroadel a vez graet ganti war dachennoù ar fizik hag ar gimiezh dreist-holl. Ar mol eo kementad danvez ar sistemoù a zo enno kement a hamboudoù elfennel hag ez eus a atomoù e-barzh 0,012 kilogramad karbon 12. Graet e vez niver Avogadro eus an niver-se a hamboudoù a dalvez war-dro 6,0221353 × 1023.
Pa vez kaoz eus moloù ez eo a-bouez bras lavaret ivez peseurt hamboudoù a vez kontet. Gallout a reont bezañ :
- atomoù
- molekulennoù
- ionoù
- elektronoù
- partikulennoù all
- strolladoù partikulennoù