Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ur pennad Electron zo ivez.

An elektron a zo anezhañ ur bartikulenn elfennel dezhi ur garg elfennel negativel kevatal da -1,6 × 10-19 coulomb. War-dro 9,11 × 10-31 kg eo mas an elektron, ar pezh a glot gant war-dro 1/1 800 eus mas ur proton. Lodenn eo an elektron eus familh ar leptonoù (fermion), ha dre se e vez kontet da bartikulenn ziazez (da lavaret eo, n'hell ket bezañ freuzet e partikulennoù bihanoc'h).

Bihan-kenañ eo ar volum ac'hubet gant ar bartikulenn-se. Petra bennak a vefe he stumm, ma c'heller komz eus stumm evit un hevelep tra, ez eo mod-pe-vod bihanoc'h he ledander eget 10-18 metr, pe c'hoazh ur vilionvedenn eus ur vilionvedenn eus ur vilionvedenn metr.

Kenaozet eo an atomoù gant un nukleüs (hemañ e-unan kenaozet gant nukleonoù: ar protonoù hag an neutronoù) kelc'hiet gant ur koumoulennad elektronoù .

Ur fermion eo an elektron: setu en deus ur spin 1/2 hag e heuilh statistik Fermi-Dirac.

Ar pozitron (pe poziton) eo an antipartikulenn stag ouzh an elektron.

Tredan (red elektrek)

kemmañ

Dualder gwagenn partikulenn

kemmañ

Dizoloet e voe an elektron e 1897 gant J. J. Thomson e labourva Cavendish skol-veur Cambridge p'edo o studiañ ar skinoù katodek. Da neuze e oa bet savet ar ger elektron diwar ar ger saoznek electric a zo e orin dezhañ er ger gresianek 'ηλεκτρον a sinifi goularz.

Gwelet ivez : Istor patromoù an atom

Traoù ouzhpenn

kemmañ

War dachenn mekanikerezh ar c'hwanta, pe kentoc'h an elektrodinamik kwantek, e vez deskrivet an elektron gant kevatalenn Dirac.

E patrom standart fizik ar partikulennoù e furm un doublad SU(2) gant an neutrino elektronek a interakt gantañ dre berzh an interaktadur gwan. Daou geveler, dezho ar memes karg met brasoc'h o mas, en deus an elektron: ar muon hag an tauon.

Gwelet ivez

kemmañ