Fuzuilh-pomp
Ur fuzuilh-pomp zo un arm-tan hiniennel hir, dezhañ ur c'harger korzennek dindan e ganol peurliesañ, gouest da dennañ kartouchennoù-chase, hag a vez adarmet a-drugarez da fiñvadenn un elfenn eus fust an arm.
Deskrivadur
kemmañAr fuzuilhoù-pomp kentañ gwerzhet da vat e oa ar re Winchester Model 1893 ha Model 1897 savet gant ar Stadunanad John Browning. Adarmet e vez kulasenn ur fuzuilh-pomp en ur sachañ war un elfenn a rikl war ar c'harger korzennek. Perzhioù mat ar sistem-mañ eo e c'hall bezañ tennet ar bannadelloù buanoc'h evit gant ur sistem kulasenn-vorailh pe loc'henn-grogenn. Gellet a ra ivez chom daouarn an tenner war ar fust hag an draen. Evit tennañ buanoc'h c'hoazh e c'haller implijout teknik ar slamfire, da lavaret eo kenderc'hel da bouezañ war an draen en ur sachañ war dornell ar pomp : neuze e vez skoet ur gartouchenn nevez diouzhtu pa vez kambret. Kalz a fuzuilhoù-pomp a-vremañ zo kambret e kalibr 12. Flour pe rizennet e c'hall o c'hanol bezañ.
Implij
kemmañImplijet ez eus bet fuzuilhoù-pomp adalek penn-kentañ an XXvet kantved en armeoù. Efedus int war hedoù-tenn berr a-walc'h (20 pe 30 metr d'ar muiañ-tout) evit leuniañ ar spas gant kalz bannadelloù : talvoudus e voent etre daouarn ar soudarded stadunanat da vare ar Brezel-bed Kentañ. Efedus int e takadoù-emgann kloz evel ar janglennoù pe e diabarzh ar savadurioù.
Polisoù 'zo er bed a implij fuzuilhoù-pomp evit kaout un arm d'en em zifenn ma 'z int taget gant un engroez pe meur a zen. Riot gun a vez graet er Stadoù-Unanet eus ar fuzuilhoù-pomp a servij d'en ober. Betek ar bloavezhioù 1980 e oa pourveziet kalz poliserien stadunanat gant armoù a seurt-se en o oto evit kaout ur galloud-tan uheloc'h evit ar revolverioù pe ar pistolennoù, a-raok donedigezh ar fuzuilhoù-arsailh damaotomatek en o dafar.
Chaseal gant ur fuzuilh-pomp a vez graet kalz e Norzhamerika, met nebeutoc'h en Europa, dre hengoun. E Frañs e c'haller implijout ur arm pemp tenn dezhañ d'ar muiañ evit en ober hervez lezenn.
Skouerioù fuzuilhoù-pomp brudet
kemmañ- Winchester Model 1897 ( Stadoù-Unanet Amerika, 1897)
- Ithaca Model 37 ( Stadoù-Unanet Amerika, 1933)
- Remington 870 ( Stadoù-Unanet Amerika, 1950)
- Mossberg 500 ( Stadoù-Unanet Amerika, 1961)
- Winchester 1300 ( Stadoù-Unanet Amerika, 1980)
- Mossberg Maverick 88 ( Stadoù-Unanet Amerika, 1988)
- Benelli Nova ( Italia, 2001)