Fuzuilh-arsailh
Arabat eo droukveskañ gant Fuzuilh-emgann.
Ur fuzuilh-arsailh, pe fuzuilh-argad, a zo un arm-skoaz graet evit tennañ pell, betek 300 metr er mod damaotomatek, pe betek 30 metr er mod aotomatek. Hendad ar fuzuilhoù-arsailh en istor e voe an Avtomat Ferodova, krouet en Impalaeriezh Rusia e 1916. E fin an Eil Brezel-bed e voe ijinet en Alamagn ar Sturmgewehr 44, a zo gwelet evel ar fuzuilh-arsailh modern kentañ. Hiziv e implij ar braz eus an armoù-mañ ar c'halibr standart 5,56 × 45 mm NATO. E-touez ar c'halibroù all implijet ar muiañ e kaver ar 7,62 × 51 mm NATO, pe ar 7,62 × 39 mm ha 5,45 × 39 mm soviedel.
Skouerioù fuzuilhoù-arsailh
kemmañ- Sturmgewehr 44 ( Trede Reich, 1942)
- AK-47 ( URSS, 1947)
- FN FAL ( Belgia, 1948)
- M16 ( Stadoù-Unanet Amerika, 1958)
- FAMAS ( Frañs, 1973)
- SIG 550 ( Suis, 1990)
- HK 416 ( Alamagn, 2005)
Daveennoù
kemmañ- ↑ (fr) Comment la kalachnikov a changé le monde, troet gant Jean-Clément NAU, Slate, 11/02/2012 (lennet d'an 20/09/2024)