François Bayrou
François Bayrou (e galleg, distagadur fonetikel /fʁã.swa·baj.ʁu/), pe Francés Vairon (en okitaneg), a zo anezhañ ur politiker eus Frañs, bet ganet d'ar 25 a viz Mae 1951, e Bordèras (Bearn). Prezidant ar strollad politikel Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall eo-eñ.
War ar renk e oa ivez evit dilennadeg ar Prezidant e 2002 ha bet en doa 6,84% eus ar mouezhioù eztaolet (e Frañs a-bezh). War ar renk e oa evit dont da vezañ Prezidant Republik Frañs e 2007. Bet en doa 22,1% eus ar mouezhioù e Breizh ha 18,57% e Frañs a-bezh. E 2012 e oa war ar renk c'hoazh ha tapet gantañ 9,13% eus ar mouezhioù.