Danvez-tarzh a reer eus kement danvez a c'hall digejañ en un taol, da lavaret eo tarzhañ. Em drehentañ a ra an digejadenn, gant ur c'hementad bras pe vrasoc'h a wrez, a c'haz hag a c'houloù ; ur wagenn a wask anvet stroñswagenn a c'hall c'hoarvezout ivez diwar an tarzh. Danvezioù uhel ar c'hementad a c'hremm enno eo an danvezioù-tarzh eta, ha n'eo an darzhadenn nemet an doare da dizhout ul live gremmel izeloc'h dre stummañ danvezioù stabil.

Arouez an diwall
diouzh un danvez-tarzh

hervez reolenn 67/548/EWG
Unaniezh Europa
Tarzhadennoù-arnodiñ soudardel

Bet ijinet gant Sinaiz war-dro an IXvet kantved[1] e-kerzh ren an Dierniezh Tang (618-907) e voe ar poultr-tarzh an danvez-tarzh galloudus nemetañ a implijed er C'hornôg betek an XIXvet kantved.
E 1846 ez ijinas an Alaman Christian Friedrich Schönbein (1799-1868) an nitrokeluloz, diazez ar poultr gwenn (stumm kentañ ar poultr divoged), a voe ar c'hentañ danvez-tarzh danzeel[Y 1] galloudusoc'h eget ar poultr du. E 1848 e tizoloas an Italian Ascanio Sobrero (1812-1888) an nitroglikerin hag e 1867 e lakaas ar Svedad Alfred Nobel (1833-1896) breved war an dinamit.

Tremen 50 doare danvezioù-tarzh a voe arveret e-pad an Eil brezel-bed, betek an arm nukleel e 1945. Danvezioù-tarzh kimiek nevez a zo bet ijinet, evel C-4 ha trinitrotoluen. Dre ma c'haller prenañ muioc'h-muiañ a genderc'hadoù kimiek ez eus muioc'h-mui a zanvezioù-tarzh artizanel ivez.

Doareoù danvezioù-tarzh

kemmañ

Daou zoare danvezioù-tarzh kimiek zo :

  • ar re izelvarr, izel o engalloud, a darzh dre un entanadenn hag a ro ur skin gwrez anvet gwrezwagenn em drehent gorrekoc'h eget ar son (< 341 m/s en aer da + 15 °C) ;
  • ar re uhelvarr, uhel o engalloud, a darzh dre un daranadenn hag a ro ur skin gwask anvet stroñswagenn em drehent buanoc'h eget ar son (> 341 m/s).

Engalloud-tarzhañ

kemmañ

E gwreznerzhoniezh ez eo entalpiezh H un danvez e c'hremm diabarzh U mui liesad e wask p dre e ec'honenn V :

 

.

An engalloud-tarzhañ eo an diforc'h muzuliet etre entalpiezh-stummañ an danvez-tarzh, da lavaret eo an danvez distabil, ha hini kenderc'hadoù an tarzh, da lavaret eo an danvezioù stabil. Dre o engalloud-tarzhañ e vez diforc'het neuze etre an danvezioù-tarzh izelvarr hag ar re uhelvarr.

Danvez-tarzh izelvarr

kemmañ

Dre un entanadenn e tarzhont : un danvez o teviñ a beg tan er gwiskad danvez tostañ, ha dre reüsted ar wrez en em drehent an darzhadenn d'un tizh digemm etre un nebeud dekimetradoù betek un nebeud metradoù dre eilenn, gorrekoc'h bepred eget tizh ar son en aer.
Entanadennoù eo an tanioù a anavezomp, eus ar flammennoù naturel betek re ar tanioù-gwall. C'hoarvezhout a ra ivez pa vez tostaet ur flammenn pe ur fulenn da zever ur fornigell : entanet e vez ar meskaj gaz hag aer, ha kenderc'hel a ra an entanadenn keit ha ma vez aer ha gaz. Un entanadenn eo eta, em drehent gant un tizh difemm en tu kontrol da red ar gaz.
N'eus dañjer ebet en entanadennoù keit ha ma chom bihan ar c'hementad a c'haz ; mar kresk ar c'hementad-se pe mar lakaer danvezioù ouzhpenn e kemm kenaoz an danvez-tarzh, a c'hall treiñ da zanvez-tarzh uhelvarr.

Danvez-tarzh uhelvarr

kemmañ

Taranadenn a reer eus digejadenn trumm un danvez-tarzh uhelvarr, em drehent dre ur stroñswagenn a dreuz an danvez d'un tizh ken bras ha miliadoù a vetradoù dre eilenn.
Diwar ur c'hresk trumm er gwask hag en tolzder ec'honel, kevret gant un digresk ken trumm all e tizh ar gazoù, e c'hoarvez ar stroñswagenn.

Perzhioù

kemmañ
 
O prientiñ un darzhadenn

Dañjerus eo ober war-dro danvezioù-tarzh e pep keñver, setu e ranker anavezout pizh o ferzhioù fizikel kent klask o sevel pe o implijout evit abeg pe abeg. Setu amañ o ferzhioù pennañ.

Kizidigezh eeun

kemmañ

Aes pe ziaes eo lakaat un danvez-tarzh da darzhañ, hervez e natur ha kreñvder ar broud a zo rekis evit ma tarzhfe.
Tri doare broud a zo anavezet, pep hini anezho o kemer perzh en tarzh war liveoù disheñvel hervez an danvez-tarzh, lod o vezañ efedusoc'h eget lod all. Arnodennoù a vez kaset evit termeniñ kizidigezh danvez pe zanvez ouzh ar stok, an tarav hag ar wrez.

  • Stok : seul verroc'h an uhelder ma ranker lezel ur pouez stalon da gouezhañ war an danvez evit ma tarzhfe, seul gizidikoc'h an danvez ouzh ar stok.
  • Tarav : lakaet e vez ur momeder lastret da frotañ an danvez, da welet hag-eñ e torr, e faout, ez entan hep tarzhañ, ez entan hag e tarzh (D-T izelvarr), e tarzh hep entanañ (D-T uhelvarr).
  • Gwrez : muzuliet e vez ar gwrezverk ma 'z entan pe ma taran an danvez.

Pouezus-bras eo gouzout kizidigezh un danvez-tarzh kent e arverañ : mar menner fardañ ur boled da dreuziñ un hobregon e rank e gizidigezh bezañ izel, anez e tarzho pa stokoù ouzh ar blakenn dir hep he zreuziñ.

Kizidigezh ouzh ar broud

kemmañ

Rediet e vez an danvez da darzhañ, muzuliet e vez an nerzh a zo bet rekis, ha notennet eo etre 1 betek 10 war skeul Sellier Bellot eus ar garg wanañ d'ar garg kreñvañ. Taranell a reer eus an ardivink a farder evit ma tougfe ar garg rekis da lakaat danvez pe zanvez da darzhañ. Taranelloù niv. 8 eo a zo rekis evit en darn vuiañ eus an danvezioù-tarzh a zo e gwerzh.

Tizh an daranadenn

kemmañ

Muzuliet e vez tizh drehentadur an tarzh e diabarzh tolz an danvez, a zo etre 1800 ha 8000 m/s en danvezioù-tarzh a vez implijet er mengleuzioù.

Stabilded

kemmañ

Perzh un danvez a c'hall bezañ miret hep tarzhañ. Meur a barenn[Y 2] zo er perzh-se.

  • Aozadur kimiek : da geñver ar wreznerzhoniezh e komzer eus stabilded gremm an danvez pa vez keñveriet ouzh un danvez stalon pe ouzh ur stad kimiek stalon. Pa gomzer eus danvez-tarzh avat e vezer techet da heñvelout ar stabilded ouzh an aez da darzhañ, a zo liammet gant an aez da zigejañ : muzuliet e vez derez diegi an danvez rak an tarzh.
  • Gwreverk : seul uheloc'h gwreverzk al lec'h ma grignolier un danvez-tarzh, seul uheloc'h ar riskl ma tarzhje. Etre - 10 he + 35 °C e vez grignoliet an danvezioù-tarzh muiañ-implijet. An darn vuiañ eus an danvezioù-tarzh a zeu distabil en tu all da + 70 °C.
  • Skinoù uslimestra (UV) : kalz danvezioù-tarzh nitrogen enno zo techet da goll o stabilded ha da zigejañ pa vezont lakaet dindan skinoù uslimestra an heol.
  • Disvec'hiad tredan : ul lod bras eus an danvezioù-tarzh zo kizidik ouzh ar fulennoù tredan hag an tredansavoniezh,[Y 3] neuze e rank ar grignolioù hag an endalc'herioù bezañ liammet ouzh an douar tredanel, hag an dud o embreg ivez.

Galloud

kemmañ

Barregezh un danvez-tarzh da ober labour eo e c'halloud. Muzuliet e vez dre veur ag arnodenn, an darn vrasañ anezho o tennañ d'an implij a venner ober gant an danvez. An div arnodenn gentañ avat a reer gant hogozik an holl zanvezhioù-tarzh.

  • Darnaouadur ur granenn : lakaet e vez ur c'hementad stalon a zanvez-tarzh da darzhañ en ur granenn dir sanket en ur poullad brenn-heskenn. Dastumet e vez an tammoù dir ha muzuliet an dasparzh anezho.
  • Deledadur ur granenn : ur c'hementad stalon a zanvez-tarzh a vez lakaet en ur granenn gouevr hag entanet. Muzuliet e vez c'hwimm deledadur ar granenn ha tizh brasañ he c'horf.
  • Brevded[Y 4] : seul vuanoc'h e tizh un danvez-tarzh e wask kreñvañ, seul vrasoc'h e vrevded. Broudet e vez an darzhadenn en ur poull-traezh, ha keñveriet an disoc'h gant hini an TNT.
  • Gwask an daranadenn : lakaet e vez danvez-tarzh kranennek da darzhañ en dour, ha muzuliet e vez ar gwask ganet diwar ar stroñswagennoù.
  • Gwask ha pellder : lakaet e vez ur c'hementad a zanvez-tarzh da darzhañ ha muzuliet e vez gwask an tarzh d'ur pellder termenet. Keñveriet e vez an disoc'hoù ouzh re an TNT d'an hevelep pellder.
  • Luskad ha pellder : muzuliet e vez luskad un darzhadenn, da lavaret eo ar gorread bet goloet gant ar stroñswagenn kent ma'z afe da get, ha keñveriet gant hini an TNT[2].
  • Treuzkiz eizik[Y 5] : termenet e vez ar c'hementad bihanañ a zanvez-tarzh a zo rekis evit ma c'hallfe gouzañv e stroñswagenn dezhañ, dre lakaat meur a gementad disheñvel da darzhañ betek ma vije diaes d'ar stroñswagenn em skignañ.

Renkadur

kemmañ

Dre vuander

kemmañ

An daou rummad izelvarr hag uhelvarr a zo bet meneget amañ a-us.

Dre gizidigezh

kemmañ

1 • An danvezioù-tarzh a zo kizidik-kenañ ouzh ar stok, an tarav, ar wrez, an tredansavoniezh hag ar skinoù tredanwarellek[Y 6]. Ez-pleustrek e lakaer er rummad 1 kement danvez a c'haller lakaat da darzhañ gant un taol morzhol. Lod danvezioù zo ken kizidik ma ne c'haller ket embreger hep na darzhfent, setu ez eo ret o mirout er glebor evit o grignoliñ hag o zreuzdougen.
En taranelloù ez implijer danverzhioù-tarzh kentael, evit deluskañ kargadoù brasoc'h a zanvezioù-tarzh eus an eil rummad — e boledoù an armoù, da skouer. An nitroglikerin zo un danvez-tarzh kentael.
2 • Rummad an TNT, da lavaret eo danvezioù-tarzh a zo digizidikoc'h eget re ar rummad 1 ; muioc'h a c'hremm zo ezhomm evit o digejañ, setu ez eo aesoc'h o grignoliñ hag o embreger. Arveret e vez an danvezioù-tarzh eilvedel a-gementadoù brasoc'h war muioc'h a dachennoù.
3 • Ken digizidik ouzh ar stok eo danvezhioù-tarzh tredeat ma ranker o digejañ dre unan kentael heuliet gant unan eilvedel, anvet liskementer. Er sevel (pe ziskar) tiez e vezont implijet, hag er mengleuzioù bras. ANFO (ammonium nitrate/fuel oil e saozneg) zo un danvez-tarzh tredeat.

Dre stumm

kemmañ

Alies e vez an danvezioù-tarzh renket dre ar stumm a roer dezho pa vezont kenderc'het ha/pe implijet[3].

Reolennadur

kemmañ

Stummadur

kemmañ

Evit abegoù surentez al labourerien ha stourm ouzh ar sponterezh e ranker bezañ stummet kent embreger danvezioù-tarzh, ha doujañ da reolennoù ar vro m'en greer : rekis eo bezañ testeniet hag aotreet evit prenañ, treuzdougen hag implijout danvezioù-tarzh.
Berzet eo fardañ danvezioù-tarzh en Europa hag en darn vuiañ eus ar broioù all. Ne c'haller o frenañ nemet digant kenderc'herien aotreet na c'hallont lakaat e gwerzh nemet danvezioù a zo bet aotreet ez-ofisiel.

Dañjerusted

kemmañ

Diarvar pe dost eo an danvezioù-tarzh a vez lakaet e gwerzh, gant ma vo doujet da reolennoù ar surentez p'o zreuzdouger ha p'o implijer ; anez-se e c'hall lies doare gwallzarvoudoù c'hoarvezout. Setu amañ un nebeud anezho :

• taranell lusket da heul ur stokadenn, ur fulenn, un darvoudenn dredanwarellek, hag all ;
• pistriadur dre ar gazoù bannet da heul an darzhadenn ;
• pistriadur dre embreger ar c'henderc'hadoù kimiek ;
• gloazadur pe varv pa chomer re dost d'an darzhadenn ;
• gloazadur pe varv en abeg da zanvezioù bannet pe lakaet distabil da heul an darzhadenn ;
• gloazadur pe varv dre zizanaoudegezh an danvez-tarzh a embreger ;
• krign-bev paket dre forzh embreger danvezioù kimiek.

Merkit e c'hall kement-se gloazañ pe lazhañ tud estreget an embregerien.

Reolennoù e Bro-C'hall

kemmañ

E Breizh ivez e talvez ar reolennoù bet embannet gant ar Stad c'hall.

Décret n° 81-972 du 21 octobre 1981 relatif au marquage, à l'acquisition, à la livraison, à la détention, au transport et à l'emploi des produits explosifs Liamm oberiant 01/10/2012
Code pénal - Article 322-11-1 Liamm oberiant 01/10/2012
Code de la Défense - Article L2352-1 Liamm oberiant 01/10/2012
Loi n° 2004-204 du 9 mars 2004 portant adaptation de la justice aux évolutions de la criminalité Liamm oberiant 01/10/2012

 
An holloueziadur Wikipedia Brezhonek eo embanner ar bajenn-mañ, hogen ne c'hall ket an ditouroù embannet amañ bezañ lakaet da stummadur pe aotre da geñver an embreger danvezioù-tarzh.

Notennoù yezh

kemmañ
  1. Danzeel (a-g.): graet gant mab-den, enebet ouzh naturel.
  2. Parenn : elfenn a gas d'ur stad, d'un darvoud pe d'un disoc'h, gortozet pe get.
  3. Tredansavoniezh (a-k. b.) : tredan na red ket peogwir ez eus kempouez etre ar c'hargoù elektronek.
  4. Brevded : barregezh (un danvez-tarzh) da zarnaouiñ ur pal, da zistruj.
  5. Eizik (a-g.) : a zegas ur c'hemm er vent a venner muzuliañ.
  6. Tredanwarellek : a denn d'an dredanwarellegezh, a zo ar rann eus ar fizik a denn d'an darempredoù etre ar redoù tredan hag ar gwarellvaezioù.

Notennoù

kemmañ
  1. CHASE Kenneth, Firearms: A Global History to 1700, Cambridge University Press, SUA, 2003 ISBN 978-0-521-82274-9
  2. ScienceDirect (en)
  3. COOPER Paul W., Explosives Engineering, Wiley-Blackwell, Hoboken, SUA, 1996 ISBN 978-0-471-18636-6

Daveennoù

kemmañ