An antropologiezh, pe c'hoazh an denoniezh, eo ar skiant a studi an Den e pep keñver : emdroadur, korfadurezh, bevoniezh, kleñvedoù, kevredigezh, sevenadur hag all. War un dachenn strisoc'h ez eo he fal studiañ ar c'hevredigezhoù nann-kornôgat, pe c'hoazh ar bihanniveroù kenelel kornogat[1].

antropologiezh
diskiblezh akademek, penndanvez studi
Iskevrennad eusskiantoù sokial Kemmañ
Rann eusskiantoù sokial Kemmañ
Anv er yezh a orinἄνθρωπος Kemmañ
Is the study ofdenelezh Kemmañ
Istorhistory of anthropology Kemmañ
Pleustret gantantropologour Kemmañ
Studi holladelour mab-den
eo danvez an denoniezh

Meur a skol zo en denoniezh :

Troet gant tu arouezel ha tu kevredadourel an denoniezh eo ar C'hallaoued, ur skourr eus argevredadouriezh eo an denoniezh hervezo ; lod denoniourion e kav dezho ned a ket ar C'hallaoued don a-walc'h e studi danvezel ha fizikel ar c'hevredigezhioù.
Liesdiskiblezheloc'h eo an doare angl-ha-sakson, pa rann an denoniezh e pevar skourr :

  • an denvevoniezh, pe denoniezh fizikel, a studi emdroadur perzhioù fizikel an den, hiloniezh ar pobladoù ha diazezoù bevoniel emzalc'h an dud, pe hini o c'herent ar primated
  • an denoniezh kevredadourel, a studi frammoù ar gevredigezhioù, ar politikerezh, ar gerentiezh a-douez tachennoù all ; un adskourr eo an denoniezh sevenadurel, a studi an doareoù-bevañ, ar relijionoù, ha kement tu arouezel ar c'hevredigezhoù denel — an dudoniezh eo an iskourr-mañ e gwirionez
  • an denoniezh ragistorel, a studi ar c'hevredigezhoù denel a-wezhall, dre ar c'halvezadoù a zo chomet war o lerc'h
  • ar genelyezhoniezh, a studi penaos e kemm ar yezhoù dre ar c'hevredigezhoù denel.

Un nebeud dodennoù studiet gant an denoniourion

kemmañ

An Den hag an Natur

kemmañ

Denoniezh kevredadourel

kemmañ

Ar patromoù hag an dezvegoù kevredadel

kemmañ
  • Ar sevenadur
  • Ar genel[2]
  • Ar berzhourelezh keneliek
  • An eskemmoù sevenadurel
  • Ar rouedadoù kevredadel
  • An urzhazh
  • An darempredoù etre maouezed ha gwazed
  • An doareoù-bevañ
  • Ar gwir
  • Ar c'hevredikaat hag an deskadurezh

Ar gerentiezh hag an nesañded

kemmañ
  • Ar gerentiezh
  • An nesañded : an dimeziñ
  • An etreweredoù e diabarzh ar gerentiezh
  • Al lignezoù

Ar frammoù politikel

kemmañ

An tuioù arouezel

kemmañ
  • An denoniezh vredel
  • An denoniezh relijiel
  • Denoniezh an arzoù
  • Ar c'hoarioù
  • Ar gomz hag al lavar
  • Ar lidoù
  • Arouezioù ar jestroù
  • Teknikoù ar c'horf

Antropologiezh an armezh

kemmañ
  • Armerzh ar c'hevredigezhioù hengounel
  • Denoniezh an embregerezhioù

Istor an denoniezh kevredadourel

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. An dudoniezh eo ar skiant a studi pobladoù resis, pa 'z eo pal an denoniezh kompren ar spesad denel en e bezh.
  2. Kenel-ioù,anv-kadarn benel : kevredigezh tud, boutin o orin, o yezh hag o sevenadur.

Liammoù diavaez

kemmañ