An abrikez zo frouezh taolet gant gwez bihan eus kerentiad ar Rosaceae, anvet Prunus armeniaca gant ar skiantourien.

Abrikezennoù, en o fezh ha daouhanteret
Abrikez en ur wezenn

Amprestet eo bet anv ar frouezh-se digant ar galleg, met un istor hir en deus ar ger. Tremenet e oa eus latin an Henromaned (praecoquum, da lavaret eo "(frouezhenn) abred") d'an henc'hresianeg (πραικόκιον praikókion) ; eus an henc'hresianeg e oa tremenet en arabeg (أَلْبَرْقُوق ʾal-barquq, gant ar ger-mell) ; gant Katalaned e oa bet amprestet digant an arabegerien hag aet da albercoc ; hag eus ar c'hatalaneg e oa tremenet e galleg, er XVIvet kantved, dindan ar stumm abricot. Ha diwezhatoc'h e oa bet amprestet gant ar vrezhonegerien dindan meur a stumm : abrikez[1], brikez[2] pe abrikod[3]

En Azia e kreske ar gwez-abrikez da gentañ. Eno e voent gounezet, a-bell zo, ha degaset e voent da C'hres gant Aleksandr Veur, ha goude e errujont e Roma hag e voent gounezet tro-dro d'ar Mor Kreizdouar, en Impalaeriezh roman. Er XVIIvet kantved e voent degaset da Amerika gant an drevadennerien saoz ha spagnol. Degaset e voent da Aostralia ivez. Bremañ e vezont gounezet en ur bern broioù dre ar bed. Turkia eo ar vro ma eoster ar muiañ a abrikez (811 609 a donennoù e 2013).

Notennoù

kemmañ
  1. Geriadurig brezhoneg-galleg, Émile Ernault, p. 7
  2. Geriadur Gregor Rostren, p. 768
  3. Dictionnaire breton-français du dialecte de Vannes, Émile Ernault, p. 2