Brieg (Briog e kembraeg) eo anv ar manac'h, ha sant, deuet eus Kembre, en deus roet e anv da gêr Sant-Brieg, hag en deus krouet eskopti Sant-Brieg. D'ar 1-añ a viz Mae emañ gouel ar sant.

Tud zo a soñj gante eo ar memes sant evel Briag (a gaver en anvioù-lec'hioù Sant-Briag ha Boulvriag) hag a zo brudet da vezañ deuet eus Iwerzhon; tud all a soñj ez int daou zen disheñvel, gant daou anv damheñvel.

Orin an anv

Dont a ra an anv eus bri, gant an dibenn eg e brezhoneg, og e kembraeg. E brezhoneg kozh (pe kembraeg kozh) e oa awc: troet awc da euc (hag alese da eg) pe da og.


E vuhez

Ganet eo war-dro ar bloavezh 409 e rouantelezh Ceredigion, a zo hiziv ur gontelezh eus Kembre. Paganed e oa e dud. Diskibl e voe da Sant Jermen, a zeuas da Enez Vreizh da brezeg. Pa voe echu e dro gantañ ez eas Brieg d'e heul da C'halia.

E 447 e voe beleget, ha mont a reas da avielañ Arvorig. Dilestrañ a reas, a-hervez, en Aber-Ac'h, ha sevel ur manati e Landreger. Diwezhatoc'h e treuzas Mor Breizh en-dro hag ez eas da avielañ tud Kembre.

Degouezhet war-dro 70 vloaz e tistroas da Arvorig ha g e savas ur manati e genou ar stêr Goued, war un douar roet dezhañ gant ar c'hont Liwil, a oa kar dezhañ. Kreskiñ a reas ar manati, betek dont da vezañ ur gêr, kêr Sant-Brieg. Mervel a eure war-dro 502. War ar skeudennoù anezhañ en gweler gant teir yalc'h ouzh e c'houriz, evel arouez e vrokusted ouzh ar re baour.

Bezañ ec'h eo unan eus Seizh sant diazezer Breizh, hag enoret eo gant perc'herined Tro Breizh.

Lec'hioù arall


Liammoù diavaez


Patrom:Wikisourcetexte