torkad
Neuz
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-kadarn
torkad /ˈtɔrkat/ gourel (liester : torkadoù)
- Stroll traoù, hir dreist-holl, bodet stank
- [...] ; lemel e varv a rae da sadorn, nemet ur pezh torkad reun louet miret gantañ a bep tu d'e zremm krizennet [...]. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 8.)
- (Dre astenn-ster) Kementad bras
- Eun torkad traou. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 525.)
- Hejañ anezhi a reas, gagouilhat un toullad gerioù hag a gasas un torkad flammennoù glas, [...]. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 287.)
- Stroll stank a c'harennoù, a greskennoù, a zelioù a sav diouzh an hevelep gwrizioù (diwar-benn ar plant)
- Menel a ris da sellout outi evel ur genaoueg aet da gluchañ war un torkad linad, rak dirak piv 'ta am boa digoret va c'halon goude merenn ? — (Jarl Priel, Va Buhez e Rusia, Al Liamm, 1955, p. 7.)
- Eun torkad plouz, geot, linad, louzou. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 525.)
- Bandenn (diwar-benn al loened)
- <skouer.>
- Bodad (diwar-benn an dud)
- Gwir eo, en em vodañ a ra hirie e-dro d'ar sant un torkad barnerien, alvokaded ha kelennerien, [...]. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 52.)