teñval
Neuz
Brezhoneg
- (1499) Meneget er C'hatolikon (teffoal).[1]
- Kar eo d'ar ger temel en heniwerzhoneg aet da teimheal en iwerzhoneg, « teñvalijenn » (ar gerioù tywyll e kembraeg ha tewl en kerneveureg a zo bet savet en un doare disheñvel-rik). Deuet e vefe eus ar ger keltiek *tem-elo-, deveret eus ar wrizienn TEM a gaver er gerioù तमस् (tamas) « teñvalijenn » ha तमिस्र (tamisra) « teñval » e sañskriteg, tenebras (evit *tem-es-rai) e latin, tem-en en heniwerzhoneg, tĭm-ĭn-ŭ « teñval » (eus tĭm-a « teñvalijenn » en henslaveg, dëm-ar en henuhelalamaneg ha dämm-er-ung en alamaneg « peuznoz », h.a.[2]
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | teñval |
Derez-uheloc'h | teñvaloc'h |
Derez-uhelañ | teñvalañ |
Derez-estlammiñ | teñvalat |
teñval /ˈtẽːval/
- Goulaouet en un doare dister (en diabarzh hag en diavaez)
- Ne welas netra gant an teñval ma oa an noz, [...]. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 20.)
- Ne oa na sklêr na teñval. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 473.)
- Kaset e voent dre ur ganol deñval hag a seblante kas anezho betek dindan ar c'hastell. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 119.)
- Bezañ teñval da unan bennak da ober un dra bennak
- Arru eo teñval din da skriva. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 516.)
- Un dra a denn d'an du.
- Boud (diwar-benn un trouz).
- Diaes da gompren, da veizañ.
- en teñval
Stummoù all
- teñwel
Gerioù kevrennek
Deveradoù
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Roll an daveoù :