peñse
Neuz
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-kadarn
peñse /ˈpẽse/ gourel (liester : peñseoù)
- Kolladenn ul lestr diwar ur gwallzarvoud war vor.
- [...] teir gwech em eus graet peñse ; c'hoarvezet eo ganin tremen un devezh hag un nozvezh e dour ar mor don. — (Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Oberoù, lizheroù, diskuliadur, emb. Al Liamm, 1971, p. 429.)
- Nag a reier kuzhet, nag a varroù arne(v) , Nag a wall aveloù pennkaoz a wall beñse'! . SAOQ 90
- Ha bremañ, yac'h ha salv, ne dajen ket diouzhtu gant an dienez, rak peadra evit ur pennad mat a amzer am boa tennet eus ar peñse. — (Daniel Defoe, lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow, Abrobin, Al Liamm, 1964, p. 28.)
- Traoù en em gavet war an aod diwar ur peñse.
- Amañ e teu ar Baganiz da brenañ keuneud hag a-wechoù da werzhañ traoù kavet ganto war an aod, peñseoù evel ma lavaront. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 107.)
- mont d'ar peñse: mont da zastum traoù war an aod, goude ur peñse
- Ha houmañ 'vije ganti en he c'harr ur bern marc'hadourezh, peadra da demptiñ gwazed vrav ne deont moarvat d'ar peñse nemet en defot da gaout gwelloc'h da zastum. — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 5.)
- koad peñse: koad degaset gant ar mor war an aod
- « .... Du-mañ ez eus ur peul koad peñse, kalet evel houarn, ... » — (Youenn Drezen, An dour en-dro d'an inizi, Al Liamm, 1972, p. 14.)
Gerioù heñvelster
Deveradoù
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Kolladenn ul lestr diwar ur gwallzarvoud war vor (1)
Traoù en em gavet war an aod diwar ur peñse (2)
- Ar pennad « peñse » e-barzh Wikipedia