mell
Neuz
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-kadarn 1
mell /ˈmɛlː/ gourel (liester : melloù)
- Termen a dalvez da zezverkañ an dud, an traoù zo bras-direizh o ment (dirak un anv pe ur raganv a denn da draoù fetis niveradus).
- Un nozvezh, o vezañ m'en devoa klouket en tu all d'e walc'h e kouezhas a-bendraouilh a-ziwar e loen-kezeg, damdost d'an ti bras ma lugerne outañ ur mell letern ruz. — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 23.)
- Ken kounnaret e oa deuet Garan da vezañ, ma tarc'haouas ur mell taol-dorn gant beg groñj an hailhon. — (Jakez Konan, Ur marc'hadour a Vontroulez, Al Liamm, 1981, p. 61.)
- Hini anezho ne daolas evezh ouzh ur mell kaouenn gell-alaouret o tremen dirak ar prenestr en ur zarnijal. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 6.)
- [...], pa wel, en eun taol, o tont diouz ar c'hoajou doun a zo e-kichen kear, eur mell den, eiz troatad d'an nebeuta, teir gwech brasoc'h egetan. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 82.)
- ur mell hini
- [...] eur foultren bleiz, eur mell hini, en doa pemp troatad nemed tri meutad benag, euz he fri da veg he lost. Iann skilfek a ioa bet lazet [...] — (Feiz ha Breiz, 13t bloavezh, niv. 19, 1877, p. 160a.)
- Ur pezh mell
Troidigezhioù
Anv-kadarn 2
Gerioù kevrennek
Anv-kadarn 3
mell strollder, unanderenn mellenn
Anv-kadarn 4
mell benel, liester : melloù
- bolotenn
- C'hoari mell-droad