Mont d’an endalc’had

gramadeg

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Diwar ar ger kembraek gramadeg.

Anv-kadarn

gramadeg gourel, liester : gramadegoù.

  1. yezhadur
    • Bea e deuz e reolennou hag e gramadek vel ar re-ze. — (Franseza Leran, Tribune Libre, Ekleo Penn ar Bed niv. 94, 1907, p. 3e.)
    • En E Er Bayon e oé ur mignon mat de Zihunamb eùé ha d'er brehoneg Groeit en des ur gramadeg en des chervijet éleih kant ma oé bet mollet hani en D Guillevig hag Er go. — (Dramsel ar er miz treménet, Dihunamb! niv. 31, 1908, p. 174.)
    • An dud gwiziek pere a ra reolennou nevez ha gramadegou evid diski hon iez, a skriv ar gramadegou-ze en gallek. — (Anaon Marzin, Ar re a lac'h ar brezonek, Ar Bobl niv. 329, 1911, p. 2c.)
    • Da ziveza, e werzet e Montroulez eur gramadek pe eur giriadur spagnol hag oa notet gant an Tour d'Auvergn ; [...] — (Bodlann, Ar Vro, Kerzu 1912, p. 110.)


Kembraeg

gramadeg

  1. yezhadur
    • Elfennau Gramadeg Cymraeg, Stephen J. Williams, 1959, 1960.

Deveradoù