gouel
Neuz
Gwelet ivez : Gouel |
Brezhoneg
- (Anv-kadarn 1) Meneget er C'hatolikon (goel lestr).
- Da geñveriañ gant ar gerioù hwyl e kembraeg, gól, goel e kerneveureg.
- (Anv-kadarn 2) Kavet en henvrezhoneg (guel).
- Meneget er C'hatolikon (goel).
- Da geñveriañ gant ar gerioù gwyl e kembraeg, gól, goel e kerneveureg, féile en iwerzhoneg.
- (Anv-kadarn 3) Gwelet ar verb gouelañ.
- (Furm verb) Savet diwar gouel-, pennrann ar verb gouelañ, hep dibenn-ger.
Anv-kadarn 1
gouel /ˈɡweːl/ benel (liester gouelioù
- Pezh gwiad bras pe vrasoc'h, kreñv an danvez anezhi, a vez lakaet da zegemer c'hwezh an avel enni a-benn ober d'ur vag mont war-raok.
- Doanius stad un den lezet en donvor en ur vag ha n'eus enni na gwern, na stur, na gouel, na roeñv, na nadozenn-vor, na bevañs... SAAQ 89
- E-kreiz an aber ur ouel vras a stlake dousik, distignet. — (Ronan Huon, AR GWENNILI-MOR, Al Liamm niv. 77, Du-Kerzu 1959, p. 410.)
- → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
- <skouer.>
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troidigezhioù
Anv-kadarn 2
gouel gourel, liester gouelioù
- Tra, darvoud, zo da oueliañ, da lidañ.
- Gouel unan bennak: deiz a glot gant un anv sant
- En dez-all, eur jardiner en doa dibabet eur rozen eus ar re gaera evit he c'hinnig d'he dad a voa he C'houel antronoz. — (Goulven Morvan, Feiz ha Breiz niv. 79, 1866, p. 210b.)
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- Deiz Gouel ar Chandelour e sko ar Werc'hez ar vilienn er mor hag e skañva an avel. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 322.)
- Deiz Gouel ar Chandelour e sko ar Werc'hez ar vilienn er mor hag e tousa an amzer. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 322.)
- Deiz Gouel ar Chandelour e sko ar Werc'hez ar vilienn er mor hag e vez skañvoc'h an avel. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 322.)
- Deiz Gouel Sant Adrian
E trec'h al laou war ar c'hwen. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 321.) - Pa vez tomm an heol da Ouel ar Chandelour e ya al louz d'e doull en ur grial forzh. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 326.)
Troidigezhioù
Anv-kadarn 3
gouel gourel, liester goueloù
Gerioù kevrennek
Troidigezhioù
Furm verb
Kemmadur | Furm |
hep | gouel |
dre vlotaat | ouel |
amreizh | ouel |
gouel /ˈɡweːl/
- Furm ar verb gouelañ e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
- Houman a ouel hag a lavar d'ezan adarre petra oa bet d'ezo gourc'hemenn o zad, a-raok mervel. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 5.)
- Furm ar verb gouelañ en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.
- Pa c'hoarz an den re e ouel an den goude se. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 321.)