enez
Neuz
Gwelet ivez : hennezh |
Brezhoneg
- Kavet en henvrezhoneg hag en krennvrezhoneg (enes).
- Da geñveriañ gant ar gerioù ynys en kembraeg, enys en kerneveureg, inis en iwerzhoneg.
- Kavet en krennvrezhoneg (eznes), stumm benel eus ezn, (evn).
Anv-kadarn 1
enez /ˈẽːnes/ benel (furm vihanaat : enezig, liester : inizi)
- (Douaroniezh/Geografiezh) Tachennad douar gronnet a zour, en ur mor, ul lenn pe ur stêr
- P' en em gavchont e-kreiz an enez, [...]. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 60.)
- Edon war ur begad douar fraost ha didud hervez doare, un enez tric'hornek troet ar penn moanañ anezhi d'an hanter-noz. — (Daniel Defoe, lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow, Abrobin, Al Liamm, 1964, p. 27.)
- "Lazhet en deus daou zen yaouank a ouie e oa Toull-Hent en enez hag en aod. [...] ?" — (Goulc'han Kervella, Brezel ar Rigadell, Al Liamm, 1994, p. 189.)
- Ar plac'h yaouank, ken dinerzh ha difiñv ha pa vefe marv, a zo taolet he c'horf war aodoù an enez. — (Langleiz, Enez ar Rod, Mouladurioù Hor Yezh, 2000, p. 17.)
- (Lec'hanv) Termen a vez heuliet gant ul lec'hanv hag a ya da envel an enezenn-mañ-enezenn
Doareoù-skrivañ all
- En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet enes.
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troidigezhioù
Anv-kadarn 2
enez /ˈẽːnes/ benel (liester : enezed, enezi)
Doareoù-skrivañ all
- En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet enes.
Deveradoù
Troidigezhioù
- Ar pennad « enez » e-barzh Wikipedia