deomp
Neuz
Brezhoneg
- Diwar eomp, gant "d" dirak.
Furm verb
deomp /ˈdeː.ɔ̃mp/, /ˈdjɔ̃mp/.
- Furm displeget ar verb « mont » er c'hentañ gour lies en doare-gourc'hemenn, e-lec'h « eomp ».
- — Bolontez Doue ra vezo graet ! deomp en hent ! — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 222.)
- — [...]. Deomp war-eün d'ar bourk. — (Lan Inizan, Toull al Lakez, Brest-Kemper, 1878, Kemper, 1930, p. 12.)
- — Arsa, Dienez, deomp c'hoaz beteg ar c'hoad-hont, [...]. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 4.)
- — Deomp ! eme an eil. — (Gab Milin, Marvailhoù Bro-Leon, Hor Yezh, 1999, p. 161.)
- Deomp e-barzh. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 139.)
- Deomp ac'halen. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 21.)
- deomp kuit
- deomp ac'hann
- Deomp da ul lec'h bennak:
- deomp d'ar gêr
- — [...]. Deomp holl brema d'al lez. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 29.)
- — « Sede kavet va gwaz ganin ; deomp d'e welout. [...]. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 97.)
- — [...]. D'eomp da efa bep a vanne c'hoaz enn hostaleuri a zo a-hount, [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 153.)
- Deomp buan da Arc'hantel [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 162.)
Furm verb
- Furm displeget ar verb « mont » e kentañ gour lies an amzer-vremañ, en droienn « ne deomp ket, » e-lec'h « eomp ».
Doareoù-skrivañ all
- Skrivet ivez: daomp, damp, deuomp.
Gerioù heñvelster
Troidigezhioù
Furm araogenn
deomp /ˈdeːɔ̃m(p)/ /ˈdjɔ̃m(p)/
- Furm displeget an araogenn « da » en eil gour lies.
- Abalamour da se e voe aes a-walc'h deomp holl tec'het diouzh Kergidu [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 212.)
- Warhoaz e vo red deom diblouza abred. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 103.)
- N'on-devez (N'or-bez) ket amzer : treh e vez on labour deom ordinal. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 536.)
- Yec'hed deomp holl, Hemañ zo 'vont da goll ! — (?, p. ?.)
- deomp-ni
Notenn
- Iskis kavout deomp (e-lec'h dimp) e TBP : marteze eo bet "reizhet" al labour gant an embanner kent embann.