Mont d’an endalc’had

az-

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Eilstummoù tipografek Gwelet ivez : az, -az

Brezhoneg

Etimologiezh

Diwar gemmadur er rakger ad. Skrivet as e skridoù kozh.

Rakger

az- /az/

  1. Rakger a verk emeur oc'h ober, pe ez eo graet, ar memes ober ur wech adarre, hag a lakaer dirak anvioù-gwan, anvioù-kadarn pe anvioù-verb o kregiñ gant ur gensonenn vouezhiet pe ur vogalenn.

I. Anvioù-gwan :

azgell, azglas, azgwenn, azrous, azvelen.

II. Anvioù-kadarn :

azblev, azdo, azfoar, azfoenn, azgalv, azganidigezh, azginivelezh, azgoulenner, azgwelour, azlein, azkoan, azrann, azverk.

III. Anvioù-verb :

azgelver, azgenel, azgoulenn, azgwiriñ, azlavarout, azpediñ, azreiñ, azverkañ.
Notenn
  1. Ober a reer gant ar rakger as- dirak gerioù o kregiñ gant ur gensonenn divouezh.
  2. Arabat droukveskañ az-, rakger, hag -az, dibenn-ger.

Deveradoù

Gwelet ivez