Mont d’an endalc’had

Devnent

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Anv deuet sur awalc'h eus an anvioù kerneveurek Dewnans ha kembraek Dyfnaint ha brezhonekaet evel-just.
Kar d'ar ger Devnon a gaver e Geriadurig Brezhoneg-Galleg Roparz Hemon.
Testeniekaet en skrivoù lies gwezh en levr Arzel Even "Istor ar Yezhoù keltiek" (1956).
Talvezout a ra an anv-mañ kement hag Annezidi an traoñ don en predeneg kozh.
Devnent: kontelezh eus Bro-Saoz (Devon pe Devonshire e saozneg), er reter da Gernev-Veur .

Anv divoutin

Devnent

  1. Kontelezh lec'hiet en mervent Preden ha Bro-Saoz, e-kichen Kernev-Veur. Eno edo meuriad brezhon an Dumnonii o vevañ da vare an aloubadeg roman. Deveret eo an anv "Devnent" eus anv ar bobl-se.
    N'eo ket stank-tre an anvioù-lec'h keltiek e Devnent. (Arzel Even)
    Deuet e oa dija kalz Saozon da annezañ e Devnent. (Arzel Even)


Troidigezhioù