en em
Neuz
Brezhoneg
Rannig
en em
- rannig-verb a lakaer dirak verboù zo da verkañ pe an emober, pe ar c'henemober;
- e yezhadurioù zo e vez aliet chom hep lakaat a pe e/ez/ec'h dirak en em, koulskoude e vez lakaet divorc'hed gant skrivagnerien zo:
- war-lerc'h a :
- Ar veleien, a-bezh, a en em savas a-enep urzhoù ken direol : [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 13.)
- Mes an holl a en em savas adarre en o enep, [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 118.)
- war-lerc'h ec'h :
- Evit dont a-benn eus ar veleien, evel m'oant deuet a-benn eus madoù an Iliz, ec'h en em lakejont e doare da lamet digant ar pab hag an eskibien, o galloud warnezho. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 13.)
- Mes, a-benn daou vloaz goude, ec’h en em dennas en ur c’hoad don, el lec’h ma choazas evit ober he ermitaj ur garreg kleuz ha ne oa en dro dezhi nemet bodennoù drez ha spern. — (Gabriel Morvan, Buez ar Zent, Brest, 1894, p. 600-601.)
- [...], ac'hane ec'h en em astenn ar gweled war ar vro a-bezh, pa vez kaer an amzer da vihanañ. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 15.)
- war-lerc'h a :
- war-lerc'h oc'h :
- Ar zoudarded a gleven o vont d'ar red dre an hent braz varzu Guitevede, en eur grial, oc'h en em c'hervel an eil egile hag en eur leusker tennou fuzil. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 136.)
- Oh en em ganna e oant, korv-ouz-korv, peg an eil en egile. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 269.)
- a-wechoù e vez berraet oc'h en em en o'n em
- war-lerc'h pa:
- Edomp o vont e-biou Sante-Kroaz — e gallek Sainte-Croix, — pa en em gavas ganeomp, war an hent, un den oadet a hanter-kant vloaz, pe war-dro, kamm ha tort he fri, hag ul lagad luch en he benn. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 40, 56.)
Verboù gant en em
- en em argarzhiñ, diwar argarzhiñ
- en em astenn, diwar astenn
- en em bakañ, diwar pakañ
- en em bilat, diwar pilat
- en em binvidikaat, diwar pinvidikaat (ral, pinvidikaat zo a-walc'h)
- en em blijout, diwar plijout
- en em bokat, diwar pokat
- en em bourc'hañ, diwar pourc'hañ
- en em chabousat, diwar chabousat
- en em chalañ, diwar chalañ
- en em chaokat, diwar chaokat
- en em c'hervel, diwar gervel
- en em c'holeiñ, diwar goleiñ
- en em c'houlenn, diwar goulenn
- en em c'houzañv, diwar gouzañv
- en em dapout, diwar tapout
- en em dennañ, diwar tennañ
- en em derriñ, diwar terriñ
- en em deuler, diwar teuler
- en em deurel, diwar teurel
- en em deurkañ, diwar teurkañ
- en em dommañ, diwar tommañ
- en em dourtal, en em dourtañ, diwar tourtal, tourtañ
- en em dreiñ, diwar treiñ
- en em dremen, diwar tremen (ral)
- en em erbediñ, diwar erbediñ
- en em faziañ, diwar faziañ
- en em fougeal, diwar fougeal
- en em gannañ, diwar kannañ
- en em gargañ, diwar kargañ
- en em garout, diwar karout
- en em gatailhat, diwar katailhat (?)
- en em gazañ, diwar kazañ, kazout
- en em gavout, diwar kavout
- en em geitañ, diwar keitañ
- en em gemer, diwar kemer
- en em glask, diwar klask
- en em glemm, diwar klemm; implijet e Leon;
- en em glevout, diwar klevout
- en em goantaat, diwar koantaat
- en em goll, diwar koll
- en em grennañ, diwar krennañ
- en em greñvaat, diwar kreñvaat
- en em grougañ, diwar krougañ
- en em gustumiñ, diwar kustumiñ
- en em guzhat, diwar kuzhat
- en em heñchañ, diwar heñchañ
- en em ingaliñ, diwar ingaliñ
- en em juntañ, diwar juntañ
- en em laerezh, diwar laerezh
- en em lakaat, diwar lakaat
- en em lardañ, diwar lardañ
- en em lazhañ, diwar lazhañ
- en em leuskel, diwar leuskel
- en em lezel, diwar lezel
- en em lipat, diwar lipat
- en em louzaouiñ, diwar louzaouiñ
- en em ober, diwar ober
- en em rannañ, diwar rannañ
- en em reiñ, diwar reiñ
- en em rentañ, diwar rentañ
- en em riklañ diwar riklañ
- en em ripañ diwar ripañ
- en em ruzañ diwar ruzañ
- en em sachañ, diwar sachañ
- en em serriñ
- en em sevel, diwar sevel
- en em sikour, diwar sikour
- en em silañ, diwar silañ
- en em skarzhañ, diwar skarzhañ
- en em skoaziañ, diwar skoaziañ
- en em skoulmañ
- en em skuizhañ, diwar skuizhañ
- en em soñjal, diwar soñjal
- en em souchañ, diwar souchañ
- en em stagañ, diwar stagañ
- en em stardañ, diwar stardañ
- en em stipañ, diwar stipañ
- en em stlabezañ
- en em strinkañ, diwar strinkañ
- en em strinkellañ, diwar strinkellañ
- en em unaniñ, diwar unaniñ
- en em vagañ, diwar magañ
- en em vataat, diwar mataat
- en em vazhata, diwar bazhata
- en em veinañ, diwar meinañ
- en em veskañ, diwar meskañ
- en em veuziñ, diwar beuziñ
- en em vevañ, diwar bevañ
- en em vezhur, diwar mezhur
- en em vezviñ, diwar mezviñ
- en em virout, diwar mirout
- en em voazañ, diwar boazañ
- en em vodañ, diwar bodañ
- en em vravaat, diwar bravaat
- en em walc'hiñ, diwar gwalc'hiñ
- en em wareziñ, diwar gwareziñ
- en em welet, diwar gwelet
- en em welout, diwar gwelout
- en em wiskañ, diwar gwiskañ
- en em zaremprediñ, diwar daremprediñ
- en em zastornat, diwar dastornat
- en em zastum, diwar dastum
- en em zebriñ, diwar debriñ
- en em zerc'hel, diwar derc'hel
- en em ziaezañ, diwar diaezañ
- en em zibab, diwar dibab
- en em ziduiñ, diwar diduiñ
- en em zifenn, diwar difenn
- en em zifretañ, diwar difretañ
- en em zigareziñ, diwar digareziñ
- en em zigoll, diwar digoll
- en em zirenkañ, diwar direnkañ
- en em zisac'hañ, diwar disac'hañ
- en em zisammañ, diwar disammañ
- en em ziskargañ, diwar diskargañ
- en em ziskouez, diwar diskouez
- en em ziskuliañ, diwar diskuliañ
- en em zisoñjal, diwar disoñjal
- en em zispartiañ, diwar dispartiañ
- en em zisprizout, diwar disprizout
- en em zisrannañ, diwar disrannañ
- en em zistrujañ, diwar distrujañ
- en em ziwall, diwar diwall
- en em ziwiskañ, diwar diwiskañ
- en em zizleañ, diwar dizleañ
- en em zizober, diwar dizober
Peurvuiañ e vez implijet ar rumm verboù-se gant ar verb-skoazell bezañ. Skouerioù gant en devout/ kaout a gaver a-wechoù koulskoude.