koll
Neuz
Brezhoneg
Verb
koll /ˈkɔlː/ verb gwan ha verb kreñv eeun (anv-gwan-verb : kollet) (displegadur)
- Mont tra pe dra digant un den
- Gwelloc'h e vije bet gant Marc'h, roue Poulmarc'h, koll e rouantelez eget koll e varc'h Morvarc'h. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 39.)
- koll e hent
- koll e benn, koll e spered:
- koll e skiant, koll e skiant-vat : koll e spered
- koll ul lagad
- Hennezh a zo o paouez koll ul lagad, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 394.)
- koll e vrezhoneg
- koll amzer, koll e amzer
- Met koll amzer a raen ha kenderc'hel a reas va gwreg d'ober buhez d'an apotiker, [...]. — (Jarl Priel, An Teirgwern Pembroke, Al Liamm, 1959, p. 16.)
- koll e boan
- koll sont
- koll ur bugel: moumounañ ur bugel betek re:
- Mervel den pe zen digant un den:
- mont da goll : bezañ kollet
- chom da goll: chom da vreinañ, pa gomzer eus legumaj, boued
- koll ar gwel eus un den
Deveradoù
- Abred na goll jamez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 302.)
Rimadell
- Yec'hed deomp holl, Hemañ zo 'vont da goll!
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Anv-kadarn
koll gourel; liester : kolloù
- Herve. — Na pebez koll e vije bet ar maro-ze ? — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 12.)
- Ne vije ket ur gwall goll.
- Me am eus bet un tamm mat a goll war ma buoc'h. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 265.)
- Evel a welit , e soñjen er c'holl kerkoulz hag er gounid. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 81.)
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- Pa erru ur c'holl en ti
Ez erru daou pe dri
Troidigezhioù
Anv-gwan
koll
- O koll:
- En dro-mañ omp koll — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 265.)
- Piv zo koll?
- Bezañ en tu-koll