Mont d’an endalc’had

mamm

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Stumm eus an 22 Eos 2021 da 09:29 gant 2a01:cb08:8bb7:f100:fcc2:2278:fe4d:c6ac (kaozeal)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Eilstummoù tipografek Gwelet ivez : mam

Brezhoneg

Mamm ha bugale : Le Repos, gant William Adolphe Bouguereau (1879)

Etimologiezh

Da geñveriañ gant ar gerioù kerneveurek, kembraek hag iwerzhonek mam. Kavet e vez an eiladur bugelel ha karantezus-se eus ar ger indezeuropek *mātēr (s. o. moereb) en hogos holl yezhoù eus ar c'herentiad[1].

Anv-kadarn

gourel benel
unander tad mamm
liester tadoù mammoù

mamm /ˈmãmː/ benel (furm vihanaat mammig)

  1. Maouez he deus ganet ur bugel da nebeutañ.
  2. Ar vamm gentañ : Eva.
    • Abaoe an devezh milliget ma chañsas d’hor mamm gentañ
      Kaout ur c’hoantadenn avaloù n’eus 'met poanioù er bed-mañ
      — (Prosper Proux, Son ar Merc'hetaer.)
  3. ma mamm

Deveradoù

  • An hini en deus mamm
    En deus tamm
  • Ar vamm da gentañ, ar verc'h da c'houde
  • Bern n'eo ket mammenn.
  • C'hwi a soñj deoc'h
    E oa ho mamm a oa tad deoc'h ?
  • Hevelep mamm, hevelep merc'h
  • Merc'h he mamm eo Katell

Troidigezhioù

Daveoù

Roll an daveoù :

Gwelet ivez

  • Ar pennad « mamm » e-barzh Wikipedia Pennad war Wikipedia