logodenn
Neuz
’
Brezhoneg
- Savet diwar ar strollder logod hag an dibenn-ger -enn.
Furm anv-kadarn
logodenn /loˈɡoːdɛn/ unanderenn benel (furm vihanaat : logodennig, strollder : logod, liester : logodennoù)
- Unanderenn ar strollder logod
- — Evel-henn e vo graet : warc'hoazh e vo laket ma zeir merc'h en ur sac'h, troet en teir logodenn, [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 80.)
- Neuze heman a laoskas eur griadennig, ha dioc'htu e teuas eur pez raz, eur c'hoz hag eul logodenn d'e gaout. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 78.)
- An itron McGonagall a sellas penaos e raent da dreiñ ul logodenn en ur voestad butun-fri, [...]. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 270.)
- (dre skeudenn-lavar) Termen karantezus evit ar vugale
- Deus amañ, ma logodenn ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 323.)
Gerioù kevrennek
- eürus evel ul logodenn er bleud, eürus evel ul logodenn en ur sac'had bleud : eürus-tre, netra ne ra diouer dezhañ
- mistr evel ul logodenn : mistr-kenañ
- sioul evel ul logodenn : didrouz-tre
- Al logodenn n'he-deus med eun toull a zo boued d'ar haz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 323.)
- Al logodenn n'he-deus med un toull a zo boued d'ar c'haz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 305.)
- Diwar gi, ki ; diwar gaz, kaz
Diwar logodenn ne vez ket a raz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 305.) - Manac'h ruz an Enez C'hlas
Ya da logodenn ha da razh — (Erwan Berthou, En bro Dreger a-dreuz parkoù, Mouladurioù Hor Yezh, 1985, p. 49.)
Rimadelloù
- Fanch,
Ul logodenn en e vanch,
Un all en e vragou,
Biken ne zistago ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 365.)
Troidigezhioù
- galleg : souris (fr)
- galleg : petit chou (fr)