Mont d’an endalc’had

Proviñs roman

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Proviñsoù roman)
Proviñs roman
seurt rann velestradurel
Iskevrennad eusadministrative territorial entity of ancient Rome, dependent territory Kemmañ
Rann eusHenroma Kemmañ
Deiziad krouiñ241 BCE Kemmañ
Anv berrprovince, provincia, provincia, провинция, provinca Kemmañ
StadHenroma Kemmañ
A dalv evit tiriadHenroma Kemmañ
Kartenn an Impalaeriezh roman, gant he froviñsoù, goude 120

.

Ar broviñs ( provincia e latin, liester provinciae) a oa ur rann velestradurel en Henroma evit ar broioù aloubet. Kentañ tro ma voe meneg anezho e voe da vare ar brezelioù punek, pa greskas ar Republik roman betek mont e-maez ledenez Italia. Adalek neuze ne baouezas ket o niver da greskiñ. E fin ar Republik roman evel dindan an Impalaeriezh uhel e veze ar rannoù melestradurel brasañ er-maez eus Ledenez Italia (bet e-pad pell hep ar geodedelezh roman). Kreskiñ a reas o niver betek un daou-ugent bennak dindan ar Severed. Dioklesian, dindan an Detrarc'hiezh (e-tro 296), a gemmas naet rannoù melestradurel an Impalaeriezh, o lakaat niver ar proviñsoù da greskiñ hag o krouiñ un rann velestradurel brasoc'h evit ar proviñsoù, an eskobiezhioù.

Dre vras e veze meret ar proviñsoù gant politikourien, anezho Senedourien, alies bet konsul pe praetor a-raok. N'eus bet nemet un nemedenn, pa voe enframmet proviñs Egipt en impalaeriezh roman gant Aogust goude marv Kleopatra : meret e veze gant ur gouarnour eus renk ar varc'heien traken (ur renk izeloc'h); kuit d'ar Senedourien da gaout re a c'halloud o ren ar vro binvidik-se a bourveze Roma gant gwinizh.

En deroù e talveze an termen provincia da envel an tiriad ma oa aotreet ur "magistratus" (mestr) da lakaat e veli imperium da dalvezout gant ar Sened (pro-vincia : a dalvez "da vezañ trec'het", kevatal d'an dachenn vrezeliañ diavaez a-vremañ).

Dont a ra ar ger brezhonek "proviñs" eus an termen implijet gant ar Romaned.

Republik roman

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar mare ma padas ar Republik e veze anvet gouarnourien ar proviñsoù evit bloaz. E deroù pep bloaz e veze ingalet ar proviñsoù etre ar c'houarnourien da zont (dre tennañ plouzenn pe dre envel an dud war-eeun). Peurliesañ en em gave ar proviñsoù trubuilhet (pe ma oa trubuilh da gaout abalamour da aloubadegoù ar Varbared pe da emsavadegoù diabarzh) gant konsuled kozh, anezho tud doujet hag a skiant prenet. Evit kelo dasparzh al lejionoù e oant ivez diouzh ar gourdrouz pe diouzh an dañjer a oa e lec'h pe lec'h. E 14, da skouer, ne oa lejion ebet e proviñs Lusitania. E Germania Inferior avat, ma ne oa ket bet plaenaaet an traoù war harzoù ar Roen e oa ur gwarnizon a pevar lejion. Ar proviñsoù kudennek-se eo a veze c'hoantaet ar muiañ gant an danvez gouarnourien. Kudennoù a dalveze brezel ha brezel a zegase preizherezh, sklaved da werzhañ ha tuioù liesseurt da binvidikaat. Sikilia eo bet ar broviñs roman kentañ adal -241, aloubet ma voe tamm-ha-tamm gant ar Republik roman e-pad ar brezel punek kentañ (-264 - -241) Adal -227 e teu an termen provincia da dalvezout evit ur gomandelezh er-maez eus Italia ha, da c'houde, evit ur berc'henniezh eus Pobl Roma er-maez eus Italia. Aozet eo ar proviñsoù diouzh ul Lex provincialis, kinniget gant ar jeneral roman bet trec'h.

En deroù e veze fiziet ar gouarnamant en ur pretor dilennet gant Pobl Roma, evit bloaz. Goude-se e veze anvet da c'houarnourien Magistrated er-maez eus o c'harg ha krouet e voe evito ar promagistratelezhioù : propretored ha prokoñsuled. E 81 e tiviz Sulla mirout ar gouarnamantoù proviñsel evit ar bromagistraded hepken.

Ne vezed ket paeet evit ar garg met arc'hant a zegase memes tra. Gwalloberioù a voe sevenet ha prosezioù a voe, evel hini ar Sikilianed a-enep Verres, pe emsavadegoù evel en Azia.

Roll proviñsoù ar Republik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Impalaeriezh roman

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

P'en em stummas ar principat, goude ar brezel diabarzh a gasas ar Republik d'an traoñ, gant Aogust d'ar 16 Genver -27 e voe lodennet ar proviñsoù etre an impalaer hag ar Sened. Chom a reas ar galloud da zibab ar c'houarnourien etre daouarn Aogust evit ar proviñsoù kontrollet war ur par milourel ha melestradurel gantañ pe gant e warlec'hidi. Setu penaos e teuas ar proviñsoù strategelañ, lec'hiet peurliesañ a-hed harzoù tabutet an impalaeriezh, da vezañ proviñsoù impalaerel (provinciæ Cæsaris). Evit a sell ouzh ar proviñsoù all, e chomjont proviñsoù senedel (provinciæ Senatus et populi) ma oa ar gwir gant ar Sened da envel gouarnourien enno. A-feur ma veze aloubet broioù nevez ha ma veze didroc'het proviñsoù e voe kendalc'het da ingalañ ar proviñsoù etre an div aotrouniezh-se. Dre vras e tape ar Sened ar proviñsoù peoc'helaet a-gozh. An impalaer anezhañ mestr ar galloud milourel (imperium majus) a zalc'he evitañ ar proviñsoù war harzoù an impalaeriezh ma oa staliet al lejionoù.

Emdroet eo niver ha ment ar proviñsoù da-heul politikerezh diabarzh ar Romaned. Da vare an impalaeriezh e voe rannet ar proviñsoù brasañ pe ar re ganto ar muiañ a warnizonoù (da skouer e voe rannet Pannonia ha Moesia) e proviñsoù bihanoc'h, kuit d'en em gavout en ur blegenn ma talc'he ur gouarnour hepken re a c'halloud etre e zaouarn, kement-se a-benn digalonekaat ar selloù c'hoantek war-du tron an impalaer e-unan.

Proviñsoù senedel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ren a ra ar peoc'h enno ha n'eus ket a lejionoù staliet enno. Suraet eo o surentez gant gwarez ar proviñsoù impalaerel nevez. Gouarnet e vezont gant promagistrated anvet gant ar Sened evit bloaz. Peurliesañ ez eus propretrored eus ar vagistrated-se, nemet evit Afrika — anvet a-wechoù "Afrika prokoñsulel" — hag Azia. Evit kargidi ar proviñsoù-se e vezont tennet d'ar blouzenn er Sened. Skoazellet eo ar gouarnour gant al legatus pro praetore (legad propretor) eus renk ar Gestored.

Koulskoude eo gant an impalaer ma veze anvet ar brokulatored er proviñsoù-se ivez evit merañ e zomanioù personel, sevel tailhoù zo ha merañ ar mengleuzioù.

Korvoder tellus ar proviñsoù-se, pinvidik-kaer evit an darn vrasañ anezho, a yae da vagañ teñzor ar Sened, an 'ærarium Saturni; un doare e oa evit Aogust da vezañ deuet mat gant ar Sened.

Roll ar proviñsoù senedel e 27 kent JK : Roet e voe d'ar Sened : Africa, Asia, Sicilia, Hispania Baetica, Gallia Narbonensis, Macedonia, Achaea, Cyprus, Creta et Cyrenaica, Pontus ha Bithynia

Proviñsoù impalaerel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Damsujet nemetken, e oa gwarnizonoù staliet enno hag ober a rae ar c'houarnerien (al legaded propretored pe legati Augusti pro praetore) en anv an impalaer, hep tamm kefridi all ebet estreget an hini lakaet gant an impalaer.

  • Pa ne oa nemet ul lejion e oa ar gouarnour ul legad Aogust propretor a renk pretorian, pa oa daou e oa ur propretor eus renk ar Senedourien.
  • Er proviñsoù anvet prokulatorek (bihan evit ar pep brasañ anezho, disteroc'h o fouez ha romanekaet nebeutoc'h ivez) n'eus ket a lejionoù, adstrolladoù milourel hepken; meret e vezont gant ur marc'heg : ar prokulator-gouarnour pe praeses. Er c'hontrol d'ar Senedourien, n'eus ket gantañ ar ius gladii (gwir buhez pe marv war ur c'heodedour roman), nemet gant aotre an impalaer.
  • Disheñvel an traoù evit Egipt : abaoe Actium (-31) e vez sellet outi evel tra bersonel an impalaer. Meret eo gant ur prefed eus renk ar Varc'heien (prefed Egipt) : gouarnour ha pennkomandant al lejionoù eo war un dro. Difennet eo a d'ar Senedourien mont da Egipt.

Roll ar proviñsoù impalaerel e 27 kent JK : Miret e voe gant Aogust : Hispania Baleares, Hispania Lusitania, Hispania Tarraconensis, Syria, Britannia, Moesia, Dalmatia, Gallia Aquitania, Gallia Belgica, Gallia Lugdunensis, Cilicia, Corsica et Sardinia, Aegyptus

Terkañ an tiriadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klokaet e voe rannadur melestradurel ar proviñsoù gant savidigezh ar rouedadoù kehentiñ ha treuzdougen rekis : treset e voe hentoù nevez, ha savet (dindan ren Aogust) ur rouedad post impalaerel (cursus publicus). Ouzhpenn e voe kempennet an tiriadoù dre grouiñ trevadennoù niverus.

Krouidigezh proviñsoù nevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre aloubiñ pelloc'h :

Dre zibezhiañ proviñsoù :

Adal Septimus Severus, ne voe ket savet proviñsoù nevez dre nerzh an aloubiñ ken. Savet e voent dre rannañ proviñsoù a oa anezho c'hoazh. Da skouer e voe rannet Gallia Lugdunensis (e daou lankad) e peder froviñs (Lugdunensis I, II, ha goude III ha IV), ha Gallia Belgica e teir froviñs (I, II, III).

Gant an doare nevez-mañ e kreskas kalzik an niver a broviñsoù roman :

Ar proviñsoù roman e 120

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Adframmadur ar proviñsoù en IIIe kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Doare ar proviñsoù roman senedel hag impalaerel a yae d'ober ur framm melestradurel skañv a-walc'h, ma oa emren-mat ar c'heodedoù proviñsel. Bastañ a rae ar framm aozañ-mañ da vare ar pax romana. Kudennek e teuas da vezañ avat da vare enkadenn an IIIe kantved : ret e oa d'an tailhoù ha d'ar pourvezioù kreskiñ ha ne oa ket tomm-tomm dileuridi ar Sened, war-bouez unanik bennak, evit diskouez o youl hag ar varregezh vilourel gortozet adal d'ar Varbared.

Evel kalz a adreizhadennoù roman e voe pazennek ha pleustrek an adframmañ :

  • Gallian (260-268) a vevenn muioc'h-mui perzh ar Senedourien er c'hargoù legaded proviñsoù impalaerel ha tennet e vez diganto komandantelezh al lejionoù. Muioc'h-mui e vez lakaet bez-praeses a renk marc'hegezh e-lec'h al Legati Augusti anezho prokoñsuled pe propretored.
  • E 275, Tacitus anvet impalaer gant Sened Roma, a cheñch penn d'ar vazh hag a ro ar gwir en-dro d'ar Senedourien da ren proviñsoù impalaerel evel prokoñsul.
  • E 282, ec'h adkas Carus politikerezh Gallian hag argas a ra ar Senedourien eus gouarnerezh ar proviñsoù.

Ar Proviñsoù roman etre 300 ha 476

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-benn ar fin e tiviz Diokletian rannañ ar velestradurezh sivil, fiziet en ur praese, hag ar gomandantelezh vilourel, fiziet en un dux anezhañ un ofiser pignet tapet kargoù gantañ. An daou anezho dindan urzhioù an impalaer ha neket re ar Sened ken.

War an hevelep tro eo isrannet ar proviñsoù en unanennoù bihanoc'h. Daougementiñ a ra an niver a broviñsoù pe dost. Ouzhpenn 100 zo da neuze. Ouzhpennet e vez daou live melestradurel : an diosezoù, daouzek anezho a vod ar proviñsoù ha pevar frefeti a vod an diosezoù. Tostaat a rae ar velestradurezh impalaerel ouzh an dachenn met lakaat a reas an niver a gargidi en impalaeriezh da greskiñ spontus.

Gant Diokletian e voe degaset un adreizhadenn krenn all e framm an Impalaeriezh anvet tetrarkiezh (284-305); krouet e voe daou Aogust "impalaer kozh" (unan er C'hornôg hag egile er Reter), pep hini anezho skoazellet gant un "impalaer yaouank" (anavezet da zanvez impalaer) anvet Kaezar, ha pep hini eus ar pevar den-se o tifenn hag o verañ ur c'hard eus an impalaeriezh.

Ne badas ket pell ar framm dre ar munud-se ha buan ne voe ket mui anv eus ar Gaezared met adlakaet e voe e talvoud ar peder rann velestradurel e 318 gant an impalaer Kustentin I e mod prefetioù pretorian, a cheñche ingal ar pennoù anezho, evel er magistratelezhioù boas nemet hep skoazeller. Krouet e voe ivez un eil kêr-benn gant Kustentin anvet Nova Roma, hag a zeuas da vezañ Kergustentin war e lerc'h. Pep hini eus an div gêr-mañ a oa en o fenn ur gournour dreistordinal ar Praefectus Urbi. Dre vras, etre embannidigezh Diokletian ha dibenn ofisiel impalaeriezh ar C'hornôg e 476 eo bet degemeret e oa daouhanteret an impalaeriezh gant daou impalaer disheñvel evit ar c'hornôg hag ar reter. Savet e voe daouzek diosez gant Diokletian ivez, pep hini anezho gouarnet gant ur vikel. Teir all a voe krouet er IVe kantved dre zisrannañ : er c'hornôg e voe rannet Italia e daou, hag er reter e voe distaget Egipt eus Oriens.

Titouroù dre ar munud war an emglevioù-se a vo kavet e Notitia Dignitatum (Marilh ar c'hargoù), un teul a sav da benn-kentañ ar Vvet kantved. Eus ar vammenn impalaerel dave-mañ eo e teu ar pep brasañ eus hon anaoudegezhi war an dachenn-mañ p'eo skrivet enni anvioù an takadoù gouarnet ha titloù ar c'houarnerien. Tabut zo kouskoude war titouroù zo a gaver en Notitia pa seblant anat eo koshoc'h mammennoù zo eget re all.

Dedennus eo keñveriañ an dra-se gant roll an tiriadoù milourel dindan an Duces (Duged), e karg eus gwarnizonoù an harzoù anvet limites, hag ar renk uheloc'h Comites rei militaris, gant muioc'h a nerzhioù heloc'h ha, diwezhatoc'h, gant ur renk uheloc'h c'hoazh ar Magistri Militum.

Cheñchet e voe an isrannadur melestradurel-mañ diwezhatoc'h da vare an Impalaeriezh vizantat ha krouet e voe eksarkoù dreistordinal ha themaoù (milourel e penn-kentañ).

Prefeti pretorian Galliae

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E latin e veze graet gant Gallia a-wechoù da dermen hollek evit envel an holl pobloù kelt hag o zouaroù, evel an holl Vrezhoned met ivez evit poblañs mesket ar proviñsoù iberian pe c'herman enno ur muianiver kelt. Pa vez graet gant al liester Galliae e talvez evit an holl vroioù-se ha neket Gallia Jul Kaezar hepken (da lavaret eo meur a vro vodern a-vremañ).

Diosez Galliae
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pakañ a rae war-dro an hanter eus proviñsoù Gallia an Impalaeriezh uhelañ :

Diosez Viennensis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet diwar kêr Vienna (Vienne hiziv), ha bremañ e Bro-C'hall penn-da-benn, just e su al Liger; en deroù e-barzh proviñs nevez aloubet Gallia Transalpina Kaezar, met un diosez drezi hec'h-unan abaoe ar penn-kentañ.

Er Vvet kantved e voe erlec'hiet Viennensis gant diosez Septem Provinciae (7 Proviñs) gant an hevelep bevennoù.

Diosez Hispaniae
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hispania a veze graet eus al ledenez iberek a-bezh. Tapout a rae Hispania ha proviñs kornôkañ Afrika roman :

Diosez Britanniae
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stumm lies adarre evit Britannia

Prefeti Pretorian Italia hag Afrika (kornôg)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E penn-kentañ ne oa nemet un diosez en Italia, met daouhanteret e voe etre an norzh hag ar su.
Diosez Italia suburbicaria
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merkañ a ra an anv pegen nes e oa da Roma, 'an' Urbs (kêr-benn).

Diosez Italia annonaria
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dave a ra an anv-mañ d'ar stad a sujidigezh ma oa Roma e-keñver an takad-mañ evit he fourvezioù; e-barzh emañ an inizi na veze ket sellet outo evel ul lodenn eus Italia en Henamzer (setu perak e oant proviñsoù tra ma oa ur statud uheloc'h gant rannvroioù al ledenez) abalamour ma oant poblet gant pobloù all (evel Sikilia anvet diwar anv pobl ar Sikuled), hag abalamour d'o hengoun a vorlaerezh.

Diosez Afrika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enni lodenn greiz Afrika roman an Norzh :

Prefeti Illyricum

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet e voe Prefeti Illyricum diwar anv proviñs kozh Illyricum.

E penn-kentañ ez ae div ziosez d'ober prefeti Illyricum : diosez Pannonia ha diosez Moesia. Diosez Moesia a voe daouhanteret diwezhatoc'h e div ziosez all : diosez Makedonia hag, er fin, gant an aloubadeg ziwezhañ diosez Dakia.

Diosez Pannonia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Homañ a oa unan eus an div ziosez e kardoù reter an detrarkiezh na oant ket e-barzh hanterenn sevenadurel gresian an impalaeriezh (Dakia a oa an hini all); lakaet e voe en impalaeriezh ar C'hornôg pa voe rannet an impalaeriezh da vat gant Teodosius I e 395.

Diosez Dakia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bevañ a rae an Daked kostez Treuzsilvania a voe staget ouzh an impalaeriezh gant Trajan. Daoust da se, e voe peuzdilezet Dakia e-pad darvoudoù an IIIe kantved. Adannezet e voe an dud a veve er broviñs dilezet war glann zehou an Danav hag anvet e voe o bro nevez Dakia ivez. Treuzkaset e voe an diosez-mañ da impalaeriezh ar C'hornôg e 384 gant Teodosius I, moarvat evel digoll darnek graet d'an impalaerez Justina evit bezañ anavezet da impalaer ar skraper Magnus Maximus e Britannia, Galia hag Hispania.

Diosez Makedonia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Treuzkaset e voe Diosez Makedonia da impalaeriezh ar c'hornôg e 384 gant Teodosius I evel hini Dakia.

Prefeti Oriens

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anezhi tiriad kreiz ha pinvidik impalaer ar reter e kendalc'has prefeti Oriens ("Reter") da vezañ kreizon an impalaeriezh vizantat pell war-lerc'h diskar Roma. E brefed pretorian a voe an hini a dreuzvevas ar pellañ met emdroet e oa bet e gargoù en ur seurt karg merañ diabarzh traken.

Diosez Thrakia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Korn reterañ ar Balkanoù (an tamm nemetañ er-maez eus prefeti Illyricum) ha tachennad diabarzh europat Kergustentin.

Diosez Asiana
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Henamzer e oa Asia (pe Asia Minor) evit Anatolia; aozet e oa an diosez-mañ (an anv a dalvez kement ha 're Azia') war proviñs roman kentañ Azia, ha ne c'holoe nemet lodenn gornôg binvidikañ al ledenez, dreist-holl an tu tost d'ar mor Aegea.

Diosez Pontus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra e anv latin eus an anv gresianek Pontos : anv ur rouantelezh hellenek deveret eus Pontos (Euxinos), dle. ar Mor (Du), implijet gwechall da anv ur rouantelezh hellenek vras.

E gwirionez e oa enni dreist-holl lodennoù aodek eus Azia Vihan (gant ul lodenn veneziek kreiz) hag ivez norzh an harzoù kemm-digemm bet etre Roma hag hec'h enebour Parthia/Persia.

Diosez Oriens
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannañ a ra an diosez reterañ-mañ hec'h anv douaroniel gant hini ar prefeti; ha pa voe kollet gant an diosez he lodenn binvidikañ, Egipt, a zeuas da vezañ un diosez diouzh he fenn hec'h-unan, e kendalc'has da zougen an hevelep anv strategel e oa he saviad war harzoù Persia ar Sasanided ha meuriadoù diveliek an dezerzh.

Mont a rae d'hec'h ober evit an darn vrasañ Machrak Arabek a-vremañ (Siria, Liban, Iraq, Palestina/-Israel ha Jordania war-bouez an dezerzh diabarzh :

Pelloc'h e oa enni aod su Azia Vihan hag enez tost Kiprenez.

Diosez Aegyptus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An diosez-mañ, e biz Afrika — Egipt dreist-holl, sanailh pinvidik ha domani personel boas an impalaerien —, a oa an diosez nemeti na oa ket dindan beli ur vikel met a oa ur Praefectus Augustalis en he fenn. Krouet e voe dre rannañ diosez Oriens.

War-bouez unan, e oa an holl c'houarnourien sivil eus renk izel ar Praeses provinciae.

  • Aegyptus a zeuas da envel ent resis Goueled Egipt e-lec'h div broviñs bet anvet diwar titloù pagan an daou impalaer dindan Diokletian : Aegyptus Iovia (eus Yaou, evit an Aogust; kêr-benn Aleksandria) hag Aegyptus Herculia (evit ar yaouankañ, ar C'haezar; gant Mimfis kozh)
  • Augustamnica, ul lodenn eus delta an Nil (13 'keoded') - ar broviñs roman nemeti dindan ur Corrector, ur gouarnour a eil renk;
  • Thebais, Gorre Egipt; dilezet e oa bet Nubia e su Philae d'ar pobloù meuriadek.
  • Arcadia (na gemmeskañ gant Arkadia e Gres)

Ouzhpenn Egipt a-vremañ e oa enni proviñs kozh Cyrenaica ivez, a ya d'ober tamm reterañ Libia (gwechall un anv evit ar c'hevandir afrikan a-bezh), rannet e div broviñs, pep hini anezho dindan ur praeses adarre:

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.